Morhent Kreizamerika

Eus Wikipedia
Edo ar mor-se etre Suamerika ha Norzhamerika p'edo Pangea oc'h en em rannañ.

Morhent Kreizamerika a vez graet gant ar douarourion eus ur mor ha n'eus mui anezhañ abaoe tri milion a vloavezhioù. Lec'hiet e oa el lec'h ma'emañ strizh-douar Panamá bremañ. Dispartiañ a rae neuze Suamerika ha Norzhamerika e daou gevandir distag.

Stummet e voe e-pad ar mezozoeg, da vare rannadur Pangea.

Ennañ e keje dourioù ar meurvor Habask gant re ar meurvor Atlantel. Dindanañ e kenstoke gorrek ar plakennoù Habask ha Karib (an hini gentañ o vont dindan eben) o krouiñ menezioù-tan danvor, un toullad anezhe o tonet da vout inizi 15 million a vloavezhioù zo. D’an ampoent e save goueled ar mor etrezek ar gorre abalamour da fiñvoù tektonek an div blakenn, o liesaat mod-se an niver a inizi hag a zouaroù diveuz.

War-lerc’h, e-kerzh milionoù a vloavezhioù arall e voe leuniet an takadoù etre an inizi gant gouelezennoù o tonet ag an div Amerika ha stummet tamm-ha-tamm an danvez strizh-douar etreze. Liammet e voent da vat 3 milion a vloavezhioù zo, e-kerzh ar Plioken, ha da get eo aet ar morhent a oa etre an daou veurvor.