Mor Reter Sina

Eus Wikipedia
Pelec’h emañ Mor Reter Sina

Ul lodenn eus ar Meurvor Habask eo Mor Reter Sina, e reter Azia. Emañ etre Republik Pobl Sina er c’hornôg, enez Taiwan er c’hreisteiz, inizi Kyushu ha Ryukyu (Japan) er reter, ha Republik Korea (Korea ar Su) en hanternoz. Dre strizh-mor Taiwan eo digor war Mor Su Sina, pelloc’h er c’hreisteiz. En em ledañ a ra war 1 249 000 km².

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E sinaeg e vez anvet mor ar Reter (东海, Dōng Hǎi), e japaneg 東シナ海 (Higashi Shina Kai, Mor Sina ar Reter). E koreeg, peurvuiañ, e vez anvet 남해, Nam Hae (Mor ar C’hreisteiz).