Mont d’an endalc’had

Montfort-l'Amaury

Eus Wikipedia
Montfort-l'Amaury
kumun eus Frañs
Anv ofisielMontfort-l'Amaury, Montfort-le-Brutus Kemmañ
Diellaouet gantDepartmental archives of Yvelines Kemmañ
BroFrañs Kemmañ
Kêr-benn euscanton of Montfort-l'Amaury Kemmañ
E tiriadYvelines, Seine-et-Oise, arondisamant Rambouillet Kemmañ
Located in the statistical territorial entityParis attraction area, Q114360867 Kemmañ
Pastell-vro votiñcanton of Aubergenville Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°46′38″N 1°48′33″E Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmaer Montfort-l'Amaury Kemmañ
Penn an aotrouniezhHervé Planchenault Kemmañ
Gevellet gantNickenich Kemmañ
A zo stok ouzhBazoches-sur-Guyonne, Grosrouvre, Méré, Les Mesnuls, Saint-Léger-en-Yvelines Kemmañ
Kod-post78490 Kemmañ
Niverenn bellgomz+33-1-34-86-23-45 Kemmañ
Fax number+33-1-34-86-74-17 Kemmañ
Postelmailto:directiongenerale@montfortlamaury.fr Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.montfortlamaury.fr Kemmañ
Category for the view of the itemQ139501529 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Montfort-l'Amaury Kemmañ
Map
Ur pennad Montfort zo ivez.

Montfort-l'Amaury a zo ur gumun c'hall en Yvelines, e rannvro Enez-Frañs. Sez kontelezh Montfort e oa gwechall. 2 790 annezad e oa e 2022.

War-hed 38 km er c'hornôg da Bariz emañ Montfort-l'Amaury, ha 18 km en norzh da Rambouillet. Emañ lec'h uhelañ ar gumun e penn-traoñ tour Anna Vreizh, gant 183 metr a uhelder.

Treuzet eo ar gumun gant ar wenodenn-vale hir GR1.

Testeniekaet eo at stummoù Mons Fortis e 999 (Daveoù a vank), Montfortis[1], Moriacum, Montifors[1], Montfort-en-Iveline, Montfort-le-Brutus e 1793, ha war-lerc'h Montfort-l'Amaury.

Ul lec'h uhelaet eo, evit an difenn. War un dorgenn a oa un ti kreñvaet er XIvet kantved, anvet Mons fortis e latin krennamzerel, da lavaret eo Monfort, hag e berc'henned a oa anvet Amaury alies. E koun Amaury Iañ Montfort, eil aotrou Montfort, e voe anvet Montfort-l'Amaury diwezhatoc'h[2].

Ar gêr e Topographia Galliæ, 1658.
Monumant ar re varv.

Savet e voe ar c'hastell-kreñv gant Roperzh II, roue Bro-C'hall, e 996, war « tosenn Montfort » anvet ivez Montfortis.

Dalc'h familh ar re Montfort e voe Montfort-l'Amaury adalek an XIvet kantved, gant Gwilherm Hainaut. E vab Amaury Iañ Montfort (1028-1053) a savas ar ramparzhioù a chom dismantroù anezho c'hoazh.

E 1224 e roas Amaury VI Montfort e wirioù war Okitania da roue Bro-C'hall. En eskemm da se e voe lakaet aotrouniezh Montfort-l'Amaury da vezañ ur gontelezh.

E-pad ar brezel Kant Vloaz (1337-1453) e voe distrujet ar c'hastell-kreñv gant ar Saozon.

Liammet eo kontelezh Montfort ouzh dugelezh Breizh abalamour da eured Yoland Montfort gant Arzhur II e 1292. E-pad Brezel hêrezh Breizh (1341-1364) en em gannas ar re Montfort evit kurunenn Breizh, ha trec'h a voent en emgann An Alre e 1364. Adalek 1365 hag e-pad daou gantved e voe dalc'het ar gêr gant Breizh. Anvet e voe Tugdual de Kermoysan da ouarnour ar gontelezh gant an Dug e 1447. Ar re Montfort, deuet da vezañ Duged Breizh, a chomas ivez konted Montfort. Chom a reas Anna Vreizh (1477-1514), hag a oa kontez Montfort ivez, pemp bloaz e Montfort-l'Amaury ha bravaat a reas ar gêr. Ouzhpenn ober war-dro an iliz hag ar vered e savas an tour hag a zoug hec'h anv e brik ha mein. Mont a reas ar gontelezh da vezañ e-barzh kurunenn Bro-C'hall e 1547 gant Feur-emglev 1532.

Diwezhatoc'h, e 1591, e Montfort-l'Amaury eo e varc'hatas roue Navarra Herri IV evit dinac'h e feiz protestant a-benn dont da vezañ roue Bro-C'hall.

E-pad an Dispac'h Gall e voe adanvet ar gêr « Montfort-le-Brutus ». E-pad an Eil Brezel-bed e oa ur "gommandantur" e Montfort. Rezistanted a oa bet, lod anezho harzet. Da vare an Dieubidigezh, e miz Eost 1944, e voe harzet ar maer, a-orin elzasat, ha mervel a reas er vac'h.

Roet eo bet he anv gant Montfort ameeun da skol-veur Montfort e Leicester e Bro-Saoz, anvet en enor da Simon V Montfort, 6vet kont Leicester en XIIIvet kantved, ezel eus an dierniezh Montfort.

En XXvet kantved e c'hoarvezas e Montfort daou dorfed, e koadeg Rambouillet : afer muntr doubl Montfort l'Amaury er bloavezhioù 1950 ha afer Robert Boulin er bloavezhioù 1970.

E 2025 e voe lidet 150vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Maurice Ravel, hag a vevas er gumun etre 1921 ha 1937.

Politikerezh ha melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll ar vaered

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar vaered
MareadAnvStrolladPerzh
1871 – 1885Eugène BraultNoter
1888 – 1896Robert BraultNoter
1896 – 1900Albert Constant Hamon
1900 – 1901Édouard François Sageret
1901 – 1919Robert BraultNoter
1919 – 1925Jean-Félix LarrieuDoktor
Marc'heg Lejion a enor (Bro-C'hall)
1925 – 1941Louis EtienbledCommandant
Marc'heg Lejion a enor (Bro-C'hall)
1941 – 1944M. Kuntz
Eost 1944 – Here 1947Albert LécardKourater e temz ha produioù labour-douar
Prezidant komite ar c'hanton an Dieubidigezh
Marc'heg Lejion a enor (Bro-C'hall)
N'eo ket anavezet an holl fedoù c'hoazh.
a-raok 1973 – Meurzh 1977Georges LabadieNoter
Meurzh 1977 – Even 1995Jean-Louis LécardTu-dehoù liesseurtbet letanant-koronal
Komandant Lejion a enor (Bro-C'hall)
Even 1995 –Hervé Planchenault[3]RPR ha goude
UMP-LR
Kadoriad war e leve
Kuzulier-departamant Montfort-l'Amaury (1998 → 2015)
Prezidant Kumuniezh kumunioù Cœur d'Yvelines(2014 → )
N'eo ket anavezet an holl fedoù c'hoazh.

Sportoù et darvoudoù sevenadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hlub rugbi a zo (ERMA), hag ur poull-neuial etrekumunel.

"Pardon breton" : ar pardon breton kentañ a voe e 1899 hag an hini diwezhañ e 1977. E 1999 e voe lidet 100 vloaz ar pardon evit enoriñ un darvoud a verkas istor ar gumun. Hag e 2009 e voe lidet 110vet deiz-ha-bloaz ar pardon.

Abaoe 1995 e ro enor Montfort da Maurice Ravel, gant "Les Journées Ravel". Ar sonaozer a vevas eno etre 1921 ha 1937. E-pad daou zibenn-sizhun e miz Here emañ.

C'hwec'h monumant istorel a zo er gumun :

  • kastell-kreñv Montfort : savet en XIIIvet kantved, distrujet e-pad ar brezel Kant vloaz. Ne chom nemet Tour Anna-Vreizh en he sav, savet diwezhatoc'h gant dugez Breizh.
  • Iliz Sant-Pêr, adsavet gant Anna Vreizh e 1491
  • bered Montfort-l'Amaury
  • kastell Groussay, eus an XIXvet kantved
  • ti Maurice Ravel, anvet Belvédère, un ti eus an XXvet kantved.
  • ul leti eus ar XVIIvet kantved

Monumantoù all a zo e kêr :

Livet e oa bet kalz taolennoù gant Henri Rivière e Montfort-l'Amaury e 1924 :

Tud liammet ouzh ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hanterskeudenn Anna Vreizh.

Sinema ha skinwell

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1943 e voe troet eno Le Corbeau gant Henri-Georges Clouzot, en un ti a zo ul leti bremañ.

E 1951 e voe filmet Poil de carotte gant Paul Mesnier. E Elena et les Hommes gant Jean Renoir e 1955-1956 e weler ar gumun eus ur c'harr-nij. Mennegomp ivez Léon Morin, prêtre gant Jean-Pierre Melville e 1961[10] ha Les anges gardiens gant Jean-Marie Poiré e 1995.

E kastell Groussay a vez filmet kalz filmoù, telefilmoù ha diellfilmoù, en o zouez Le Bal du comte d'Orgel gant Marc Allégret, Valmont gant Miloš Forman e 1989, Les Parisiens gant Claude Lelouch e 2004 ha Ne le dis à personne gant Guillaume Canet e 2006.

  • Victor R. Belot, Coutumes et folklores en Yvelines, raksrid gant Paul-Louis Tenaillon, prezidant kuzul-departamant Yvelines etre 1977 ha 1994, ezel eus Akademiezh ar skiantoù moral hag al lizhiri hag arzoù Versailhez, Stal-levrioù Guénégaud, 1977 (FRBNF 34588328).
  • Laurence de Finance, Marie-Huguette Hadrot, Montfort-l'Amaury, Les verrières de l'église paroissiale Saint-Pierre, Association pour le Développement du Patrimoine d'Île-de-France, 1994 (ISBN 2-905913-14-2)
  • André Rhein, La Seigneurie de Montfort en Iveline, depuis son origine jusqu'à son union au duché de Bretagne (Xvet -XIVvet kantved) Imprimerie Aubert, Versailles 1910, 360 p. (embannadur Kevredigezh arkeologel Rambouillet).
  • Michel Foucault, Le Canton de Montfort-l'Amaury à travers les cartes postales, emb. H. de Froberville, 1990, (ISBN 2-907659-04-9), 330 p.
  • M.-J. L'Hermitte, Histoire de Montfort-l'Amaury, Res Universis, Monographies des villes et villages de France, Pariz 1990, (ISBN 2-87760-307-5) (adembannadur al levr embannet e 1825 dindan an titl Précis sur la ville de Montfort-l'Amaury et l'histoire chronologique des seigneurs de cette ville depuis la construction de son château jusqu'à la Révolution de France - 996-1792).
  • Marie-Huguette Hadrot, Montfort-l'Amaury de l'an mil à nos jours, Somogy - éditions d'art, Pariz, 2002, (ISBN 2-85056-563-6), 191 p.
  • Yves Milon, Maurice Ravel à Montfort-l'Amaury, rakskrid gant Manuel Rosenthal, luc'hskeudennoù gant Thomas Renaut, Pariz, ASA éditions, ca 1997, 112 p.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 Hippolyte Cocheris, Anciens noms des communes de Seine-et-Oise, 1874, oberenn lakaet enlinenn gant ar Corpus Etampois.
  2. ↑ – Marianne Mulon –Noms de lieux d’Île-de-France, Embannadurioù Bonneton, Pariz, 1997 (ISBN 2862532207).
  3. ↑ Résultats des élections municipales de mars 2008 sur le site officiel de la préfecture des Yvelines.
  4. ↑ Montfort-l'Amaury - Tourisme.
  5. ↑ André Rhein, La seigneurie de Montfort en Iveline, depuis son origine jusqu'à son union au duché de Bretagne (Xe-XIVe siècles) Moullerezh Aubert, Versailhez 1910, 360 p. (embannadur Kevredigezh arkeologel Rambouillet).
  6. ↑ Léon Durocher, lec'hienn web ar gumun.
  7. ↑ Lieux de vie e amisdecolette.fr.
  8. ↑ Yvelines – Charles Aznavour repose en paix à Montfort-l'Amaury e France 3 Paris Ile-de-France.
  9. ↑ Florent Pagny, contribuable «particulier» e 20minutes.fr.
  10. ↑ Léon Morin prêtre (1961) - Google My Maps e Google My Maps.