Montfort-l'Amaury
| Anv ofisiel | Montfort-l'Amaury, Montfort-le-Brutus |
|---|---|
| Diellaouet gant | Departmental archives of Yvelines |
| Stad | Frañs |
| Kêr-benn eus | canton of Montfort-l'Amaury |
| E tiriad | Yvelines, Seine-et-Oise, arondisamant Rambouillet |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
| Located in the statistical territorial entity | Paris attraction area, Q114360867 |
| Pastell-vro votiñ | canton of Aubergenville |
| Daveennoù douaroniel | 48°46′38″N 1°48′33″E |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | maer Montfort-l'Amaury |
| Penn an aotrouniezh | Hervé Planchenault |
| Gevellet gant | Nickenich |
| A zo stok ouzh | Bazoches-sur-Guyonne, Grosrouvre, Méré, Les Mesnuls, Saint-Léger-en-Yvelines |
| Kod-post | 78490 |
| Niverenn bellgomz | +33-1-34-86-23-45 |
| Fax number | +33-1-34-86-74-17 |
| Postel | mailto:directiongenerale@montfortlamaury.fr |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.montfortlamaury.fr |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Montfort-l'Amaury |

Montfort-l'Amaury a zo ur gumun c'hall en Yvelines, e rannvro Enez-Frañs. Sez kontelezh Montfort e oa gwechall. 2 790 annezad e oa e 2022.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 38 km er c'hornôg da Bariz emañ Montfort-l'Amaury, ha 18 km en norzh da Rambouillet. Emañ lec'h uhelañ ar gumun e penn-traoñ tour Anna Vreizh, gant 183 metr a uhelder.
Treuzet eo ar gumun gant gwenodenn-vale hir GR1.
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Testeniekaet eo at stummoù Mons Fortis e 999 (Daveoù a vank), Montfortis[1], Moriacum, Montifors[1], Montfort-en-Iveline, Montfort-le-Brutus e 1793, ha war-lerc'h Montfort-l'Amaury.
Ul lec'h uhelaet eo, evit an difenn. War un dorgenn a oa un ti kreñvaet er XIvet kantved, anvet Mons fortis e latin krennamzerel, da lavaret eo Monfort, hag e berc'henned a oa anvet Amaury alies. E koun Amaury Iañ Montfort, eil aotrou Montfort, e voe anvet Montfort-l'Amaury diwezatoc'h[2]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe ar c'hastell-kreñv gant Roperzh II, roue Bro-C'hall, e 996, war « tosenn Montfort » anvet ivez Montfortis.
Dalc'h familh ar re Montfort e voe Montfort-l'Amaury adalek an XIvet kantved, gant Gwilherm Hainaut. E vab Amaury Iañ Montfort (1028-1053) a savas ar ramparzhioù a chom dismantroù anezho c'hoazh.
E 1224 e roas Amaury VI Montfort e wirioù war Okitania da roue Bro-C'hall. En eskemm da se e voe lakaet aotrouniezh Montfort-l'Amaury da vezañ ur gontelezh.
E-pad ar brezel Kant Vloaz (1337-1453) e voe distrujet ar c'hastell-kreñv gant ar Saozon.
Liammet eo kontelezh Montfort gant dugelezh Breizh abalamour da eured Yoland Montfort gant Arzhur II e 1292. E-pad brezel hêrezh Breizh (1341-1364) en em gannas ar Montfort evit kurunenn Breizh, ha trec'h a voent en emgann An Alre e 1364. Adalek 1365 hag e-pad daou gantved e voe ar gêr dalc'het gant Breizh. Anvet e voe Tugdual de Kermoysan gouarnour ar gontelezh gant an Dug e 1447. Ar Montfort, deuet da vezañ Duged Breizh, a chomas ivez konted Montfort. Chom a reas Anna Vreizh (1477-1514), hag a oa kontez Montfort ivez, pemp bloaz e Montfort-Lamaury ha bravaat a reas ar gêr. Ouzhpenn ober war-dro an iliz hag ar vered e savas an tour hag a zoug hec'h anv e brik ha mein. Mont a reas ar gontelezh da vezañ e-barzh kurunenn Bro-C'hall e 1547 gant Feur-emglev 1532.
Diwezatoc'h, e 1591, e Montfort-l'Amaury eo e varc'hatas roue Navarra Herri IV evit dinac'h e feiz protestant a-benn dont da vezañ roue Bro-C'hall.
E-pad an Dispac'h Gall e voe adanvet ar gêr « Montfort-le-Brutus ». E-pad an Eil Brezel-bed e oa ur "gommandantur" e Montfort. Rezistanted a oa bet, lod anezho harzet. D'an Dieubidigezh e miz Eost 1944 a voe harzet ar maer, a-orin elzasat, ha mervel a reas er bac'h.
Roet a oa bet he anv gant Montfort ameeun da skol-veur Montfort e Leicester e Bro-Saoz, anvet en enor da Simon V Montfort, 6vet kont Leicester en XIIIvet kantved, ezel eus an tierniezh Montfort-l'Amaury.
En XXvet kantved e c'hoarvezas e Montfort div afer torfedel, e koadeg Rambouillet : afer muntr doubl Montfort l'Amaury er bloavezhioù 1950 ha afer Robert Boulin er bloavezhioù 1970.
E 2025 e voe lidet 150vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Maurice Ravel, hag a vevas er gumun etre 1921 ha 1937.
Politikerezh ha melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roll ar vaered
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Roll ar vaered | |||
| Maread | Anv | Strollad | Perzh |
|---|---|---|---|
| 1871 – 1885 | Eugène Brault | Noter | |
| 1888 – 1896 | Robert Brault | Noter | |
| 1896 – 1900 | Albert Constant Hamon | ||
| 1900 – 1901 | Édouard François Sageret | ||
| 1901 – 1919 | Robert Brault | Noter | |
| 1919 – 1925 | Jean-Félix Larrieu | Doktor Marc'heg Lejion a enor (Bro-C'hall) | |
| 1925 – 1941 | Louis Etienbled | Commandant Marc'heg Lejion a enor (Bro-C'hall) | |
| 1941 – 1944 | M. Kuntz | ||
| Eost 1944 – Here 1947 | Albert Lécard | Kourater e temz ha produioù labour-douar Prezidant komite ar c'hanton an Dieubidigezh Marc'heg Lejion a enor (Bro-C'hall) | |
| N'eo ket anavezet an holl fedoù c'hoazh. | |||
| a-raok 1973 – Meurzh 1977 | Georges Labadie | Noter | |
| Meurzh 1977 – Even 1995 | Jean-Louis Lécard | Tu-dehoù liesseurt | bet letanant-kolonel Komandant Lejion a enor (Bro-C'hall) |
| Even 1995 – | Hervé Planchenault[3] | RPR ha goude UMP-LR |
Kadoriad war e leve Kuzulier-departamant Montfort-l'Amaury (1998 → 2015) Prezidant Kumuniezh kumunioù Cœur d'Yvelines(2014 → ) |
| N'eo ket anavezet an holl fedoù c'hoazh. | |||
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sportoù et darvoudoù sevenadurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hlub rugbi a zo (ERMA), hag ur poul-neuial etrekumunel.
"Pardon breton" : ar pardon breton kentañ a voe e 1899 hag an hini diwezhañ e 1977. E 1999 e voe lidet 100 bloaz ar pardon evit enoriñ un darvoud a verkas istor ar gumun. Hag e 2009 e voe lidet 110vet deiz-ha-bloaz ar pardon.
Abaoe 1995 e ro enor Montfort da Maurice Ravel, gant "Les Journées Ravel". Ar sonaozer a vevas eno etre 1921 ha 1937. E-pad daou zibenn-sizhun e miz Here emañ.
Glad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h monumant istorel a zo er gumun :
- kastell-kreñv Montfort : savet en XIIIvet kantved, distrujet e-pad ar brezel Kant vloaz. Ne chom nemet Tour Anna-Vreizh war he sav, savet diwezatoc'h gant dugez Breizh.
- Iliz Sant-Pêr, adsavet gant Anna Vreizh e 1491
- bered Montfort-l'Amaury
- kastell Groussay, eus an XIXvet kantved
- ti Maurice Ravel, anvet Belvédère, un ti eus an XXvet kantved.
- ul leti eus ar XVIIvet kantved
Monumatoù all a zo e kêr :
- ar ramparzhioù eus an XIvet ha XIIvet kantved (dismantret)
- ar prizon eus an XIIIvet kantved[4]
- tiez Jean Anouilh, Henri de Régnier, Germaine Beaumont, Victor Hugo.
-
Tour Anna-Vreizh.
-
Iliz Sant-Pêr.
-
Kloastr ar vered.
-
Montfort-l'Amaury : kastell Groussay.
-
Mirdi Maurice-Ravel pe "Le Belvédère".
-
An nor Bardoul.
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Livet e oa bet kalz taolennoù gant Henri Rivière e Montfort-l'Amaury e 1924 :
-
Montfort-l'Amaury (tresadenn, 1924).
-
Montfort-l'Amaury (tresadenn, 1924).
-
Montfort-l'Amaury (tresadenn, 1924).
-
Montfort-l'Amaury (tresadenn, 1924).
-
Montfort-l'Amaury (tresadenn, 1924).
-
Montfort-l'Amaury (tresadenn, 1924).
Tud brudet liammet gant ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Simon IV Montfort, aotrou Montfort etre 1188 ha 1218, penn kroaziadeg an Albigiz e 1209.
- Tugdual de Kermoysan, gouarnour kontelezh Montfort l'Amaury (1447-1449) evit dug Breizh.
- Anna Vreizh (1477-1514), chom a reas pemp bloaz e Montfort-l'Amaury ; sevel a reas an tour-meur ha an iliz Sant-Pêr[5].
- Denis Lebreton (1731-1814), politikour ganet ha marvet e Montfort-l'Amaury, kannad Seine-et-Oise.
- Georges Bizet (1838-1875), sonaozer.
- Léon Durocher (1862-1918)[6], kanaouenner ha krouer ar pardon breton e 1899.
- Colette (1873-1954), skrivagnerez, prenañ a reas un ti, La Gerbière, gant he gwaz Maurice Goudeket (1889-1977) e 1930. Gwerzhañ a rejont anezhañ da Coco Chanel ar bloaz war-lerc'h[7].
- Maurice Ravel (1875-1937), sonaozer, bet o chom er Belvédère, 5 straed Saint-Laurent (straed Maurice-Ravel bremañ), etre 1921 ha 1937.
- Coco Chanel (1883-1971), stilourez, gizourez, prenañ a reas un ti, La Gerbière, digant Colette, e 1931.
- Robert Merle (1908-2004), skrivagner.
- Jean Anouilh (1910-1987), skrivagner.
- Charles Aznavour (1924-2018), kaner, douaret eno[8].
- Claude Berri (1934-2009), produour sinema.
- Gérard Lenorman (ganet e 1945), kaner.
- Chantal Thomass (ganet e 1947), gizourez.
- Philippe Starck (ganet e 1949), dizagnour.
- Florent Pagny (ganet e 1961), kaner[9].
- Guillaume Canet (ganet e 1973), an aktour a oa bet skoliateat e skol Saint-Louis/Notre-Dame-du-Bel-Air.
Sinema ha skinwell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1943 e voe troet eno Le Corbeau gant Henri-Georges Clouzot, en un ti a zo ul leti bremañ.
E 1951 eo filmet Poil de carotte gant Paul Mesnier. E Elena et les Hommes gant Jean Renoir e 1955-1956 e weller ar gumun eus ur c'harr-nij. Mennegomp ivez Léon Morin, prêtre gant Jean-Pierre Melville e 1961[10] ha Les anges gardiens gant Jean-Marie Poiré e 1995.
E kastell Groussay a vez filmet kalz filmoù, telefilmoù ha diellfilmoù, en o zouez Le Bal du comte d'Orgel gant Marc Allégret, Valmont gant Miloš Forman e 1989, Les Parisiens gant Claude Lelouch e 2004 ha Ne le dis à personne gant Guillaume Canet e 2006.
Levlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Victor R. Belot, Coutumes et folklores en Yvelines, raksrid gant Paul-Louis Tenaillon, prezidant kuzul-departamant Yvelines etre 1977 ha 1994, ezel eus Akademiezh ar skiantoù moral hag al lizhiri hag arzoù Versailhez, Stal-levrioù Guénégaud, 1977 (FRBNF 34588328).
- Laurence de Finance, Marie-Huguette Hadrot, Montfort-l'Amaury, Les verrières de l'église paroissiale Saint-Pierre, Association pour le Développement du Patrimoine d'Île-de-France, 1994 (ISBN 2-905913-14-2)
- André Rhein, La Seigneurie de Montfort en Iveline, depuis son origine jusqu'à son union au duché de Bretagne (Xvet -XIVvet kantved) Imprimerie Aubert, Versailles 1910, 360 p. (embannadur Kevredigezh arkeologel Rambouillet).
- Michel Foucault, Le Canton de Montfort-l'Amaury à travers les cartes postales, emb. H. de Froberville, 1990, (ISBN 2-907659-04-9), 330 p.
- M.-J. L'Hermitte, Histoire de Montfort-l'Amaury, Res Universis, Monographies des villes et villages de France, Pariz 1990, (ISBN 2-87760-307-5) (adembannadur al levr embannet e 1825 dindan an titl Précis sur la ville de Montfort-l'Amaury et l'histoire chronologique des seigneurs de cette ville depuis la construction de son château jusqu'à la Révolution de France - 996-1792).
- Marie-Huguette Hadrot, Montfort-l'Amaury de l'an mil à nos jours, Somogy - éditions d'art, Pariz, 2002, (ISBN 2-85056-563-6), 191 p.
- Yves Milon, Maurice Ravel à Montfort-l'Amaury, rakskrid gant Manuel Rosenthal, luc'hskeudennoù gant Thomas Renaut, Pariz, ASA éditions, ca 1997, 112 p.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Hippolyte Cocheris, Anciens noms des communes de Seine-et-Oise, 1874, oberenn lakaet enlinenn gant ar Corpus Etampois.
- ↑ – Marianne Mulon –Noms de lieux d’Île-de-France, Embannadurioù Bonneton, Pariz, 1997 (ISBN 2862532207).
- ↑ Résultats des élections municipales de mars 2008 sur le site officiel de la préfecture des Yvelines.
- ↑ Montfort-l'Amaury - Tourisme.
- ↑ André Rhein, La seigneurie de Montfort en Iveline, depuis son origine jusqu'à son union au duché de Bretagne (Xe-XIVe siècles) Moullerezh Aubert, Versailhez 1910, 360 p. (embannadur Kevredigezh arkeologel Rambouillet).
- ↑ Léon Durocher, lec'hienn web ar gumun.
- ↑ Lieux de vie e amisdecolette.fr.
- ↑ Yvelines – Charles Aznavour repose en paix à Montfort-l'Amaury e France 3 Paris Ile-de-France.
- ↑ Florent Pagny, contribuable «particulier» e 20minutes.fr.
- ↑ Léon Morin prêtre (1961) - Google My Maps e Google My Maps.