Mont d’an endalc’had

Monika Socko

Eus Wikipedia
Monika Socko (2022)

Monika Bobrowska, bet ganet e Varsovia d'ar 24 a viz Meurzh 1978, zo ur c'hoarierez echedoù polonat. Mestr-meur etrebroadel eo abaoe 2008. Kampionez Polonia e voe e 1995, 2004, 2008, 2010, 2013, 2014, 2016 ha 2017.

Bet eo bet kampionez Europa dindan 18 vloaz.

Er skipailh polonat, e Kampionad europat ar Maouezi, e tapas ar vedalenn aour e 2005, argant e 2007 ha 2011, arem e 2013, hag an arem en Olimpiad ar Maouezi e 2002.

E 2017 e voe trec'h en 8vet Kip ar Maouezi e Sharjah (Emirelezhioù Arab Unanet) goude an dirampoiñ (7½/9 o doa merket) a-enep d'ar c'hoarierez ukrainat Svetlana Moskalets.

E miz Eost 2022, e Praha, e tapas ar vedalenn aour e Kampionad europat hiniennel ar Maouezi[1].

E miz Mae 2024, e Rzeszów, e tapas ar vedalenn arem e Kampionad polonat ar Maouezi [2].

Dimezet eo gant ar c'hoarier Bartosz Soćko, a voe kampion Polonia e 2008 ha 2013.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]