Mont d’an endalc’had

Mondragón M1908

Eus Wikipedia
Mondragón M1908


Ur fuzuilh Mondragón Modelo 1908 war-ziskouez e Mirdi Broadel an Istor, e Kêr-Vec'hiko.
Kinnig
Bro Banniel Mec'hiko Mec'hiko
Doare Fuzuilh damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù, dre biston hir e red
Munisionoù 7 × 57 mm Mauser
Produer Schweizerische Industrie Gesellschaft
Niver produet War-dro 4 000
Mare produiñ 1907
Adstummoù FSK 15 (en arme alaman)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 4,18 kg
Hirder 1 105 mm
Hirder ar c'hanol 577 mm

Hed-tenn efedus 800 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 760 m/s
Endalc'h Karger diabarzh 8 kartouchenn
Kargerioù fiñv 20 pe 30 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Mondragón M1908, pe Fusil Porfirio Díaz Sistema Mondragón Modelo 1908 hervez hec'h anv ofisiel, zo ur fuzuilh ijinet gant ar jeneral mec'hikan Manuel Mondragón ha breouet e 1907. Dibabet e voe evel arm standart gant arme Mec'hiko er bloaz war-lerc'h. Ar fuzuilh damaotomatek gentañ dibabet gant un arme ha produet a-yoc'h e voe en Istor.

Er bloavezhioù 1890, ar jeneral Manuel Mondragón (1859 - 1922) en doa lakaet produiñ fuzuilhoù tennata dre zorn gant an embregerezh suis SIG, gant sikour ar c'horonal hag ijinour Eduard Rubin. Er bloavezhioù war-lerc'h, Mondragón en doa labouret da wellaat anezhe, en ur lakaat o gwikefre da vezañ damaotomatek, a-drugarez d'ur sistem tennata dre biston. Breouiñ a reas an arm nevez e 1907. An diktatour mec'hikan Porfirio Díaz a oa dedennet gant ar sevel armoù, hag asantiñ a reas e vefe pourveziet ar fuzuilhoù-mañ da arme Vec'hiko e 1908[1].

Ar fuzuilhoù Porfirio Díaz Sistema Mondragón Modelo 1908, hervez o anv ofisiel, a oa kambret e 7 × 57 mm Mauser, kartouchenn standart an arme vec'hikan d'ar poent-se. Kentpatromoù eus an arm a oa bet kambret e 7,5 mm Suis hag e .30-30 Winchester evit bezañ amprouet ivez. Pourveziet eo ar Modelo 1908 gant daou glip 4 c'hartouchenn da vezañ ensoc'het en ur c'harger diabarzh. Ul loc'henn e penn fust ar fuzuilh a zistag ar piston diouzh ar peurrest eus ar wikefre, evit distreiñ d'ur sistem tennata dre zorn klaseloc'h d'ar c'houlz-se. Kement-mañ a oa bet soñjet evit lakaat ar soudarded da chom hep dispign re a vunisionoù hervez an implij[2].

An FSK 15, stumm implijet e-bourzh nijerezioù alaman e deroù ar Brezel-bed Kentañ. Ur c'harger ront 30 tenn zo savet war ar skouerenn-mañ.

4 000 fuzuilh a voe urzhiet gant an arme vec'hikan. O vezañ ne oa ket labouradegoù e Mec'hiko, an embregerezh SIG a voe karget da sevel anezho. Goude bezañ resevet ar 400 skouerenn gentañ, Mec'hikaniz a verzhas e oa re gizidik an arm ouzh ar munisionoù izel o c'halite. Abalamour da se ha da zizemglevioù politikel e voe nullet an urzhiad goude ar 1 000 skouerenn gentañ[1].

SIG en em gavas gant 3 000 fuzuilh re neuze. Pa darzhas ar Brezel-bed Kentañ e voent prenet gant an Impalaeriezh alaman, a adimplijas anezhe e-bourzh o c'hirri-nij peurgetket, gant kargerioù fiñv 20 pe 30 kartouchenn, dindan an anv Fliegerselbstladekarabiner Modell 1915 (berraet e FSK 15). Daoust d'he ferzhioù mat e oa re gizidik gwikefre ar Mondragón M1908 ouzh loustoni an trañcheoù. Ar Mauser Selbstlader 1916 a gemeras he flas en arme alaman e-kreiz ar brezel. Ar Mondragón M1908 a voe implijet e-pad Dispac'h Mec'hiko (1910-1920) ivez[1][2].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Mondragón M1908 a c'haller implijout en un nebeud c'hoarioù video evel World of Guns: Gun Disassembly, Enlisted ha Battlefield 1[3].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (es) Luis Eduardo Gonzalez, EL FUSIL MONDRAGON. Evolución del Diseño desde el Concepto hasta su Despliegue, 2024, 176 p., ISBN 979-8328773287
  1. 1 2 3 (en) Ian McCOLLUM, Mexican Mondragon, Forgotten Weapons (lennet d'ar 14/06/2026)
  2. 1 2 (en) Maxim POPENKER, Mondragon, Modern Firearms (lennet d'ar 14/06/2026)
  3. (en) Mondragón Rifle, IMFDB (lennet d'ar 14/06/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan