Mont d’an endalc’had

Mogeder

Eus Wikipedia
Ur mogeder.

Ur mogeder a vez implijet gant gwenanerien evit sioulaat ar gwenan a-raok gellet digeriñ ur ruskenn. Produiñ a ra moged a-drugarez da zanvez entanet (nadozioù-sapr, yeot, foenn...).

Daou efed en deus ur mogeder : kuzhat a ra ar feromonoù dañjer kaset gant ar gwenan a zo o wardiñ ar ruskenn. Lakaat a ra ar gwenan e diabarzh ar ruskenn da leuniañ o c'hof gant mel betegoût e rankjent dilojañ abalamour d'an tan ; dre-se e flemmont nebeutoc'h[1].

Ur mogeder zo ur granenn vetalek, dezhi ur golo pikernek pe stumm un hanter-voulenn peurliesañ, toullet en e grec'h evit lezel ar moged da vont er-maez. Ur c'hwezherez zo a-dreñv d'ar mogeder evit degas aer fresk dezhañ, hag evit kas ar moged er-maez war un dro. Ur gael tro-dro d'ar mogeder a vir ouzh an implijer da vezañ devet. Dirak e kaver peurliesañ ur c'hrog evit stagañ ar benveg ouzh ar ruskenn pa labourer.

Mogederioù bihan pe vrasoc'h a gaver hervez ezhommoù ar gwenaner.

Ur gwenaner o vogediñ ur ruskenn.

Ar mogeder a rank produiñ moged yen ha fonnus. Ennañ e vez lakaet, en ur mod hengounel en Europa, yeot glas pe nadozioù-spar da skouer. Bremañ e vez gwerzhet greunigoù industriel ispisial ivez.

A-raok digeriñ ar ruskenn e vez mogedet he mont e-barzh. Goude e c'haller digeriñ anezhi, en ur c'hwezhañ moged war nec'h an tiretennoù. Mogediñ an tiretennoù a ranker adarre a-wechoù pa santer e tinerv ar gwenan[2].

  1. (fr) A-stroll, La bible de l'apiculteur, Delachaux et Niestlé, 2013, ISBN 978-2-603-01893-4, p. 173-174
  2. (fr) BARBAÇON Jean-Marie, Le traité Rustica de l'Apiculture, Rustica, 2009, ISBN 978-2-840038-734-3, p. 268
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh porched ar Gwenanerezh