Moana (Disney)
| Moana | |
|---|---|
| Sinema | |
| Anv | Moana pe Vaiana |
| Urzhiadet | 2016 |
| Rann eus | Disney Princess |
| Dezerc’her | Auliʻi Cravalho, Louise Bush |
Moana pe Vaiana a zo harozez ur film tresadennoù-bev amerikan, savet gant Walt Disney Animation Studios. Sevenet eo bet ar film e 2016 gant John Musker ha Ron Clements diwar ur senario gant Jared Bush ha c'hoari a ra Dwayne Johnson hag Auliʻi Cravalho en he film kentañ. Ennañ e kaver kanaouennoù skrivet gant Lin-Manuel Miranda, Opetaia Foaʻi, ha Mark Mancina, hag ur sonerezh orin savet gant Mancina ivez.
Tremen a ra ar film e Polinezia gozh ha kontañ a ra istor Moana, merc'h kalonek ur penn eus ur gêriadenn war an aod, a zo dibabet gant ar meurvor e-unan evit adkavout ur releg kevrinus gant an doueez Te Fiti.
Pa vez tapet he enezenn gant ur c'hrign-bev e krog Moana da glask Maui, un hanterzoue mojennel, gant ar spi da zistreiñ ar releg da Te Fiti ha da saveteiñ he fobl. Tennañ a ra ar senario eus mojennoù Polinezia.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- sonerezh ar film e soundcloud
- (fr) Renaud Baronian, Diskouez a ra Disney skeudennoù kentañ "Moana 2"... ha souezhus int !, Le Parisien, 14/06/2024