Mk 2 (greunadenn)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An Mk 2, skrivet a-wechoù Mk II, zo bet greunadenn difenn diazez arme Stadoù-Unanet Amerika adalek dibenn ar Brezel-bed Kentañ. Implijet eo bet betek brezelioù Korea ha Viêt Nam.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
P'en em gavas ar Stadoù-Unanet e emgannoù ar Brezel-bed Kentañ e 1917 e implijjont da gentañ greunadennoù F1 gall pe Mills saoz. Er bloavezh-se e e voe degaset tamm-ha-tamm d'ar soudarded stadunanat ar greunadennoù kentañ ijinet en o bro, anvet Mk 1. Met abalamour d'ur sistem-entaniñ luzietoc'h evit greunadennoù all e voent dilezet war an dachenn, ha rankout a reas an arme diorren ur rummad greunadennoù difenn nevez, a voe produet adalek miz Eost 1918 hag anvet Mk 2, pe en ur mod ofisiel Defensive grenade, Mk. II. 44 milion a skouerennoù anezhi a voe urzhiet er gevrat kentañ gant an arme[1].
Rannet e oa o c'horf dir e 40 karrezenn dasparzhet war pemp kolonenn hag eizh linenn. Karget e oa o stummoù kentañ gant 52 gram TNT[1]. Marvus e oa o zarzhadenn betek 10 metr, hag an darnoù bannet betek 50 metr. Tarzhañ a rae etre 4 ha 4,8 segondenn goude e vije dieubet he loa[2]. Adstummoù dezhe kemmoù bihan evel entanerioù disheñvel a voe degaset betek ar bloavezhioù 1950. Ar c'hemm pouezusañ a voe e 1942, pa voe lemet an toull a oa ouzh revr ar c'hreunadenn evit kargañ anezhi, ha divizet livañ an arm e gwer olivez gant ur vandenn velen evit standardizaat ar produiñ[3]. Nitrat ampez a voe implijet evel danvez-tarzh ivez[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) LYNN Darryl W., The Mk. II Grenade, The grenade recognition manual, 2016 (lennet d'ar 26/02/2025)
- 1 2 (en) Mark 2 grenade, D-Day Overlord (lennet d'ar 26/02/2025)
- ↑ (en) American Mk.II Fragmentation Hand Grenade, Inert-Ord.net (lennet d'ar 26/02/2025)
| ||||||||||||||||||||||||||