Miton Roazhon
Neuz
Miton Roazhon a zo ur soubenn vara hengounel eus Bro-Roazhon, ur meuz marc'had-mat a veze debret e-touez an tiegezhioù gwechall. Aozet eo gant bara diazez, ur penn-ognon bras, un tasad laezh, amann, ur melen-vi, ul loaiad sukr poultr, holen ha pebr[1].
Ret eo d'ar soubenn-se bezañ mitonet e-pad pell. Seul vuioc'h eo mesket gant al loa seul finoc'h eo[2].
Emañ ar miton e-barzh familh ar panada, ur soubenn gant bara a gaver e kalz broioù eus Europa : Katalonia, Bro-C'hall, Bro-Spagn, Italia, Bro-Saoz...
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ LE MITON RENNAIS...une recette Bretonne ancestrale war www.guiridenvacances.fr, gwelet d'an 12 a viz Meurzh 2026.
- ↑ https://yakafaire.eu/recette-bretonne-soupe.php?page=13 RECETTE BRETONNE D’AUTREFOIS : MITON RENNAIS OU MITONNÉE (panade), war yakafaire.eu, gwelet d'an 12 a viz Meurzh 2026.