Mirouriezh sevenadurel
Mirouriezh sevenadurel a reer eus an ideologiezh a glask gwareziñ an hêrezh sevenadurel eus ur stad-broad, pe ur sevenadur ha n'eo ket diwallet gant harzoù ur stad[1]. A-wechoù e vez liammet ouzh an enebiezh ouzh al liessevenadurezh hag ouzh an enbroañ. Dre ma 'z eo enebet selloù ha palioù ar virourien sevenadurel ouzh re an enep-gouennelourien, e vez tamallet dezho alies da vezañ gouennelourien[2]. Hogen ar virouriezh sevenadurel n'eo ket dre ret un enebiezh ouzh an estren en doare da wareziñ ar yezhoù minorelel pe ar sevenadurezhioù bihan. Gellout a ra ar virouriezh-se bezañ stag ouzh gwareziñ ar yezhoù en dañjer, evel ar galleg e Kebek, ar gouezeleg e Bro-Skos, pe ar brezhoneg. Ar virouriezh-se a glask saveteiñ sevenadur hengounel minorelezhioù etnek en dañjer da vont da get, evel re an Amerindianed.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Cultural conservatism, political liberalism: from criticism to cultural studies by James Seaton, University of Michigan Press, 1996 (ISBN 978-0472106455)
- ↑ Hawkins, Marcus (February 23, 2018). Cultural Conservatism. Dotdash Meredith.