Mont d’an endalc’had

Ministrerezh ar Brezel (Prusia)

Eus Wikipedia
Ministrerezh ar Brezel (Prusia)
aozadur publik, ministrerezh, defunct organization
Deiziad krouiñ1808 Kemmañ
Diellaouet gantDielloù Kevredadel Alamagn Kemmañ
Erlec'hiañ a raGeneral Chief Directory for Finance, War and Domains Kemmañ
Deiziad divodañ1919 Kemmañ

Ministrerezh ar Brezel prusian a oa aotrouniezh Stad uhelañ Tirlu roueel Prusia. Karget e oa da greizennañ melestradurezh lu Rouantelezh Prusia ha, diwezhatoc'h, hini an Tirlu impalaerel alaman[1]. Ar ministrerezh a oa bet anezhañ adalek 1808 ha goude-se e-kerzh hollad an Impalaeriezh Alaman. Roet e oa bet lamm dezhañ e 1919 ha kemeret e blas gant Ministrerezh ar Reichswehr.

Ministrerezh ar brezel prusian a oa bet savet goustadik etre 1808 ha 1809 evel lodenn eus un heuliad adreizhoù, gant ar bodad adreizhañ milourel savet dres goude gwallreuz Emglevioù Tilsit. Ar ministrerezh a oa bet savet a-benn adreizhañ Tirlu Prusia ha goude un adreizhañ bonreizhel, ha gant ar Großer Generalstab e oa da gemm an doare ma oa renet ar brezel. Gerhard von Scharnhorst e oa bet an adsaver e-kreiz ar c'hemmoù ; bet e oa ministr ar brezel eus 1808 betek 1810.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Rouantelezhioù Bavaria, Saks ha Württemberg o devoa dalc'het o ministrerezh ar brezel dezho, gant redioù etre ar rouantelezhioù-se ha Prusia dreist-holl a-fed sujidigezh milourel.