Mont d’an endalc’had

Ministrerezh an Diabarzh

Eus Wikipedia
ministrerezh an Diabarzh
Iskevrennad eusministrerezh Kemmañ
Den e penn an aozadurministr an diabarzh Kemmañ

Graet e vez Ministrerezh an Diabarzh (anvet ivez Ministrerezh an aferioù diabarzh) eus ur ministrerezh gouarnamantel karget eus ar politikerezh diabarzh hag ar surentez foran.

E lod broioù, ministr an diabarzh a zo karget ivez a gefridioù ar surentez vroadel, an enbroañ hag an toulloù-bac'h.

Ur ministr an diabarzh zo unan eus pouezusañ izili ur gouarnamant gant galloudoù erounit ha dindan urzhioù eeun penn ar gouarnamant. E lod Stadoù gant reizhiadoù kevredadel, ar ministrerezh en deus ivez skourroù er Stadoù kevredadel pe e rannoù kevredadel evel sujedoù kevredadel Rusia.