Milena Jesenská

Eus Wikipedia

Milena Jesenská (10 a viz Eost 1896, Praha17 a viz Mae 1944, Ravensbrück, Alamagn) a oa ur gazetennerez, skrivagnerez ha troourez tchek.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Milena Jesenská a voe ganet en ur familh pinvidien a orin slovak ha staliet e Bohemia. He zad, Jan Jesensky e anv, a oa surjian ha kelenner e skol-veur Charlez e Praha. He mamm a varvas pa oa-hi 16 vloaz. Ma chomas pell he zad diouti e laoskas frankiz dezhi da vevañ evel ma kare, ha buan e tañvaas-hi drammoù. Studiañ a reas e lise Minerva Praha. Diwar ali he zad e krogas gant studioù medisenerezh, met ne badas ket. Etre 1918 ha 1925 e voe dimezet gant Ernst Pollak, un troour a orin yuzev, hag e voe o chom e Vienna. Ne voe ket degemeret mat hec’h eured gant he familh, ha diaes e voe ivez an darempredoù er c’houblad. Fellout a rae da vMilena Jesenská en em zizober diouzh he gwaz, neuze e krogas da labourat evel troourez hag evel kelennerez tchekeg : e-touez he skolidi e oa ar skrivagner aostrian Hermann Broch. E 1919 e tizoloas dre zegouezh un danevell skrivet gant Franz Kafka hag e skrivas dezhañ peogwir e felle dezhi kaout an aotre da dreiñ an danevell e tchekeg. Kenskrivañ a rejont e-pad pell, met kejañ a rejont div wech nemetken : pevar devezh e Vienna hag un devezh e Gmünd. A-benn ar fin e tivizas Kafka chom a-sav gant o darempred dre ma ne felle ket da Jesenská dispartiañ diouzh he gwaz. O c’henskriverezh a chomas a-sav war un dro. Hi a gendalc’has avat da dreiñ testennoù all savet gant Kafka. Darempredoù mat he doe gant skrivagnerien alamanek evel Max Brod, Franz Werfel, hag ar skrivagner tchek Karel Čapek hag e wreg, an aktorez Olga Scheinpflugová. Etre 1920 ha 1923 e teuas Milena Jesenská da vezañ kazetennerez. E Vienna e labouras evit ar gazetenn Tribuna. Etre 1923 ha 1926 e skrivas evit Národní Listy e Praha, ha goude-se evit daou vagazin : Pestrý týden ha Lidové noviny. Etre 1938 et 1939 e voe e penn ar gelaouenn sevenadurel ha politikel anvet Přítomnost, embannet gant Ferdinand Peroutka. Goude an disparti diouzh Pollak e tistroas Milena da Braha, hag e timezas gant an tisavour Jaromír Krejcar. Er bloavezhioù 1930 e krogas da vezañ tapet gant ar morfin. E-pad ur pennadig e voe dedennet gant ar strollad komunour tchek, ezel anezhañ e voe zoken, met ne voe ket mui dedennet gantañ war-dro 1936. Ur wech aloubet Tchekoslovakia gant an arme nazi, e kemeras perzh Milena Jesenská en un aozadur rezistañs kuzh. Harzet e voe gant ar Gestapo e 1939. Bloaz goude e voe kaset da gamp-kreizennañ Ravensbrück, eno e labouras evel klañvdiourez, hag e roas skoazell vredoniel d’ar brizonidi. Eno ivez e kejas ouzh Margarete Buber-Neuman, hag a zeuas da vezañ mignonez dezhi. Mervel a reas e Ravensbrück e 1944. Jana "Honza" Krejcarová, merc’h Jesenská ha Jaromír Krejcar, a skrivas er gelaouenn underground Půlnoc e penn-kentañ ar bloavezhioù 1950. Ur film anvet Milena (1991) a zo bet savet diwar he fenn gant Véra Belmont.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Cesta k jednoduchosti ("Hent an eeunded") (1926)
  • Člověk dělá šaty ("An den a ra dilhad"), (1927)
  • Un dibab pennadoù tennet eus Přítomnost Magazine (1937-39)a zo deuet er-maez goude he marv.
  • Milena Jesenská he deus troet ivez oberennoù Franz Kafka, Thomas Mann, Franz Werfel, F. C. Weiskopf e tchekeg. Al lizheroù a gasas Kafka dezhi a zo bet embannet ivez.