Mont d’an endalc’had

Mildenhall (Suffolk)

Eus Wikipedia
Ur pennad Mildenhall zo ivez.
Mildenhall
bourc'h, market town
BroRouantelezh-Unanet Kemmañ
Kêr-benn eusForest Heath Kemmañ
E tiriadMildenhall High Kemmañ
Kontelezh istorelSuffolk Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°20′41″N 0°30′32″E Kemmañ
Kod-postIP28 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.mildenhall.suffolk.gov.uk/ Kemmañ
Kod pellgomz an takad01638 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveyTL710748 Kemmañ
Map

Mildenhall zo ur barrez keodedel, e kornôg kontelezh Suffolk , e gevred Bro-Saoz. E 60 km e gwalarn Ipswich emañ. Eno ez eus ur bon eus ar Royal Air Force anvet "RAF Mildenhall" hag a zo implijet ivez gant an United States Air Force. E su ha reter ar barrez e krog ur rannvro c'heuniek anvet "The Fens".

Arkeologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Annezet eo al lec'h abaoe Oadvezh an arem da nebeutañ.

Dizoloet e oa "teñzor Mildenhall" e kêr e 1942. Ur bern traezoù arc'hant roman douaret er IVre kantved eo an teñzor. E 1946 e voe embannet an dizoloadenn hag an teñzor a voe prenet gant ar British Museum, e-lec'h m'emañ hiziv an deiz.

Roald Dahl a skrivas ur pennad diwar-benn an dizoloadenn hag a voe embannet da gentañ er Saturday Evening Post, ha goude-se evel "The Mildenhall Treasure" (un istor berr) en e zastumad danevelloù The Wonderful Story of Henry Sugar and Six More. E Mirdi Mildenhall e kreiz-kêr e kaver diskouezadegoù eus istor al lec'h hag eus al loened gouez, istor bon an RAF, ha titouroù diwar-benn Teñzor Mildenhall. Digoust eo ar mont-tre, cheñch a ra an eurioù digeriñ a-hed ar bloaz. Ar rannvro etre Devil's Dyke hag al linenn etre Littleport ha Shippea Hill a ziskouez ur bern kavadelloù arkeologel eus Oadvezh ar maen, Oadvezh an arem ha Oadvezh an houarn.

Ur groaz eus ar XVIvet kantved a zo war blasenn ar marc'had.

Dediet eo d'ar gêr ur ganaouenn gant ar strollad The Shins. Menneget eo ivez evel al lec'h ma kej mab-den gant ur vuhez ezdouarat e kanaouenn "Let There Be More Light" eus albom Pink Floyd "A Saucerful of Secrets" deuet er-maez e 1968.

Gant ar bon ez eus kalz keodeded stadudunat o chom er barrez : 30% eus an annezidi a oa ganet e SUA e 2005, ar feur brasañ e Breizh-Veur[1].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ "Born abroad: USA", BBC News (7 a viz Gwengolo 2005).