Mont d’an endalc’had

Mihrimah Sultan (merc'h da Suleiman Iañ)

Eus Wikipedia

Mihrimah Sultan
مهرماہ سلطان
Poltredet gant Cristofano dell'Altissimo (1541)
GanedigezhGwengolo pe Du 1522 e Kergustentin
Impalaeriezh otoman
Marv25 a viz Gwengolo 1578 (d'he 55 bloaz) e Kergustentin
BeziadurMoskeenn Suleiman
Istanbul, Banniel Turkia Turkia

TierniezhOtoman (1299-1924)
TadSuleiman I
MammHürrem Sultan
PriedRüstem Pacha
BugaleAyşe Hümaşah Sultan
Sultanzade Osman Bey
RelijionIslam sunnit

Mihrimah Sultan (turkeg otoman : مهرماه سلطان), bet ganet e miz Gwengolo pe e miz Du 1522[1] e Kergustentin hag aet da Anaon eno d'ar 25 a viz Genver 1578, a oa ur briñsez en Impalaeriezh otoman, ur verc'h d'ar sultan otoman Suleiman I ha d'e bried Hürrem Sultan.

Da lavar an istorour otoman Mustafa Selaniki († ~1600) e oa-hi ar vaouez c'halloudusañ en istor an Impalaeriezh, p'he lakae d'ar briñsez meurdezusañ ha doujetañ. Bez' ez eo bet Mihrimah Sultan unan eus ar maouezed pouezusañ e Sultanelezh ar Maouezed (1533-1656), ur mare ma veze levezonet-bras politikerezh ar sultaned otoman gant o mammoù-kozh, mammoù (Valide Sultan), c'hoarezed, merc'hed ha serc'hed[2].

Mihrimah, treuzskrivet Mihrümah ivez[3], a dalveze kement ha "Heol ha Loar" pe "Gouloù al Loar"[4] e persianeg. Dindan an anv Sultana Cameria e oa brudet er C'hornaoueg, eus an arabeg قمر qamar, "loar" ; poltredet e voe gant al livour Cristofano dell'Altissimo evel Cameria Solimani. Brudet e oa ivez evel Hanım Sultan, da lavaret eo "an Itron Priñsez"[5].

E Kergustentin (a zo Istanbul hiziv) e voe ganet Mihrimah etre miz Gwengolo ha miz Du 1522[6], e-kerzh ren he zad. Hürrem "Roxalena" Sultan, he mamm, ur verc'h d'ur beleg ortodoks, a oa bet ur serc'h da Suleiman a-raok bout lakaet en he frankiz e 1533 pe 1534 ha bout pried reizhwir ar sultan[7]. Eizh breur hag ur c'hoar a oa da Vihrimah[6],[7].

Er bloaz 1539, hag hi oadet a 16 vloaz, e tivizas ar sultan e vefe dimezet Mihrimah da Rüstem Pacha (~1505-1561)[8]. Genidik eus ar Balkanioù e oa an ofiser yaouank : eus Bosnia, Kroatia pe Serbia, n'eus ket emglev etre an istorourien diwar e benn. Dre nerzh e oa bet skrapet gant an Impalaeriezh, hervez lezenn an devşirme ("dastum") : dastumet e veze bugale er Balkanioù a-douez tiegezhioù kristen uhelwad pe vunut, ha desavet e vezent hervez reolennoù an islam evit ma vefent milourien pe ofiserien feal d'ar sultan, en enep da lod uhelidi turk a zisente outañ. Da c'houarnour ("pacha") proviñs Diyarbakir, bet staliet e 1515, e troas kent bout vizir meur[8].
. D'ar 26 a viz Du 1539 e voe lidet an eured. Ur verc'h, Ayşe Hümaşah Sultan (~1541-1604), a voe ganet gant Mihrimah ha Rüstem ; ur mab da nebeutañ o devoe ivez, Sultanzade Osman Bey (1546-1576).

Pemp bloaz goude an eured, e 1544, e voe anvet gwaz Mihrimah da vizir meur[9] ar sultan[10]. Gant Rüstem Pacha e chomas ar garg betek e dremenvan e 1561 — war-bouez daou vloavezh ma voe diskarget evit sioulaat kounnar ar bobl a-c'houde lazhidigezh Şehzade Mustafa d'ar marv e 1553[11] – ur mab da Suleiman ha d'e serc'h Mahidrevan Hatun e oa ar priñs (Şehzade) Mustafa, un hantervreur da Vihrimah neuze.

E 1554 e voe darbet da Vihrimah, oadet a 32 vloaz, mervel en abeg d'ur golladenn.

Goude tremenvan Rüstem Pacha e 1561 d'an oad a 56 vloaz e vennas Mihrimah Sultan, 39 bloaz, dimeziñ gant ar vizir meur nevez, Semiz Ali Pacha († 1565) ; peogwir e voe nac'het he goulenn e tivizas ar briñsez chom dizimez hiviziken hag e tistroas da balez ar sultan[12].

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Petra bennak ma n'eus bet kavet prouenn solius ebet eus perzh pe berzh e vije bet kemeret perzh gant Mihrimah Sultan e marv he hantervreur Şehzade Mustafa, danevelloù otoman ha re estren a laka soñjal e kreded e labouras ar briñsez gant he mamm Hürrem hag he fried Rüstem evit kaout an dizober eus Mustafa, evit ma'z afe an tron gant Bayezid, anezhañ ur mab da Hürrem hag ur breur da Vihrimah[13],[14]. Echu e voe ar brete pa voe lazhet Mustafa diwar urzh e dad e-unan e 1553 e-kerzh ur vrezeliadenn enep an dierniezh safavid e Persia. Ur boaz en Impalaeriezh a c'hellje bout bet ar pennabeg da gement-se : mar bije bet kadoriet Şehzade Mustafa, holl vreudeur Mihrimah a vije bet lazhet evit mirout outo a itrikañ enep ar sultan nevez[13][10]. En un doare damheñvel, tamallet e voe da Hürrem, Mihrimah ha Rüstem o devout aozet lazh ar vizir meur Kara Ahmed Pacha e 1555 evit digeriñ an hent da zistro Rüstem d'ar garg a vizir meur[15].

Meur a enkadenn a c'hoarvezas en Impalaeriezh er XVIvet kantved : klozadur marc'hadoù ar greun gwezh er C'hornôg gwezh er Reter, diouer a voued, hag eostoù fall. Unan eus he gwazien, Republik Ragusa, a zeuas a-benn da dreuzvevañ a-drugarez d'ar pourvezioù greun a voe kaset di dre hanterouriezh Mihrimah Sultan ha diwar goulenn ar Republik, pa veze diaes an darempredoù etre Ragusa hag an amiral meur otoman (kapudan pacha) Piyale Pacha (~1515-1578) : meur a vag kristen a oa e lestraz Ragusa p'edo an Impalaeriezh o lakaat seziz war Malta e 1565, hag an amiral meur a lakaas e listri da breizhañ Enez Mljet a oa e dalc'h ar Republik ; neuze e c'houlennas Ragusa gwarez Mihrimah, a asantas.

Goude marv Suleiman ar Meurdezus e 1566 e savas e vab Selim II war an tron, ma chomas betek e dremenvan e 1574. Kerkent hag o ren e c'houlennas skoazell digant Mihrimah a-fet arc'hant, a roas dezhañ, hag e-pad ren Selim e chomas ar briñsez e guzulierez. Drezi e tremenas pennadurezhioù Republik Ragusa ur wezh c'hoazh , e 1571, evit gounit grad-vat ar sultan.

Pa varvas Selim III e 1574, e vab Murad III a renas hag un tamm mat eus ar galloud a chomas gant Mihrimah Sultan. Hi hag he nizez Ismihan Sultan (1545-1585) a stourmas enep Rouantelezh Bro-C'hall e 1575 evit dishualañ div vaouez turk a oa bet paket war vor gant breur-kaer ar roue Henri III ha lakaet da servijout e lez e vamm Caterina de' Medici[16].
Ouzhpenn degas un argouroù bras da zimez he merc'h-vihan Saliha Hanimsultan gant Cığalazade Yusuf Sinan Pacha e miz Here 1576, Mihrimah Sultan a skoras ar gwaz en e stourmoù ouzh meur a zen el lez[17].

Mesenerezh ha karitez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oa pinvidik-mor, Mihrimah Sultan a skoazellas meur a raktres war dachenn ar savouriezh relijiel.

Ar re vrudetañ a-douez ar raktresoù-se eo an div voskeenn anvet en enor dezhi en Istanbul, a zo bet treset gant Mimar Sinan (~1489-1588), a oa bet pennsavour he zad.

  • Moskeenn Mihrimah Sultan en Üsküdar, anvet "moskeenn İskele" ivez, a oa bet savet etre 1543 ha 1548. Daou vinared zo dezhi ; enni e oa bet staliet ur skol relijiel, unan gentañ-derez, ul levraoueg, ur soubenn voutin evit magañ ar beorien, hag un ospital. Hiziv ez eus un ospital deiz el lec'h m'edo an div skol hag al levraoueg.
  • Moskeenn Mihrimah Sultan en Edirnekapı, a zo bet savet e moger gornôgel ar gêr gozh etre 1562 ha 1565. Ur minared hepken zo dezhi ; ur feunteun, ur skol relijiel hag un hammam zo enni.

Gant Mihrimah Sultan ivez e voe urzhiet ma vefe kempennet an dourbont 'Ain Zubaida e Mekka.

D'ar 25 a viz Genver 1578 e varvas Mihrimah Sultan en Istanbul, oadet a 55 bloaz, goude holl he breudeur hag he c'hoar. Hi hepken a-douez bugale Suleiman ar Meurdezus zo bet beziet e-kichen he zad er Voskeenn impalaeriezhel Suleiman war Trede Run Istanbul[18].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Isom-Verhaaren, Christine. Living in the Ottoman Realm – Empire and Identity, 13th to 20th Centuries. Bloomington : Indiana University Press, 2016 (ISBN 978-0-253-01948-6).
  • (en) Peirce, Leslie P. Imperial Harem: Women and Sovereignty in the Ottoman Empire. Oxford : Oxford University Press, 1993 (ISBN 978-0-19-508677-5).
  • (en) Peirce, Leslie P. Empress of the East – How a European Slave Girl Became Queen of the Ottoman Empire. New York : Basic Books, 2017 (ISBN 978-0-465-03251-8).
  • (en) Sakaoğlu, Necdet. Famous Ottoman Women. Istanbul : Avea, 2007 (ISBN 978-975-7104-77-3).
  • (en) Yermolenko, Galina. Roxolana: The Greatest Empress of the East. In : The Muslim World, 21/04/2005. Kavet : 07 Du 25..

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Pierce 2017, p. 58.
  2. Peirce 1993.
  3. Sakaoğlu 2007, p. 105.
  4. Isom-Verhaaren 2016, p. 158.
  5. (en) Blackburn, Richard (troer). Journey to the Sublime Porte. Baden-Baden : Ergon Verlag, 2005, p.201 notenn 547. (ISBN 978-3-89913-441-4).
  6. 1 2 Peirce 1993, p. 60.
  7. 1 2 Yermolenko 2005.
  8. 1 2 Isom-Verhaaren 2016, p. 154.
  9. An den a zo e penn ar gouarnamant ; kentañ ministr a lavarfed hiziv.
  10. 1 2 Isom-Verhaaren 2016, p. 155.
  11. Peirce 1993, p.72
  12. Peirce 1993, p. 67.
  13. 1 2 Peirce 1993, p. 79.
  14. Isom-Verhaaren 2016, p. 156.
  15. Peirce 1993, p. 84.
  16. Peirce 1993, p. 227.
  17. (en) Biçer, Merve. Cigalazade Yusuf Sinan Pacha: A 16th Century Ottoman Convert in the Mediterranean World. Ankara : İhsan Doğramacı Bilkent University, 2014 • En-linenn. Kavet : 07 Du 25.
  18. Peirce 1993, p. 190.