Michele Singer Reiner
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | Michele |
| Anv-familh | Singer, Reiner |
| Deiziad ganedigezh | 3 Meurzh 1955 |
| Lec'h ganedigezh | New York |
| Deiziad ar marv | 14 Kerzu 2025 |
| Lec'h ar marv | Brentwood |
| Doare mervel | muntr |
| Abeg ar marv | gloazadenn dre arm gwenn |
| Pried | Rob Reiner |
| Bugel | Nick Reiner, Jake Reiner, Romy Reiner |
| Kar | Tracy Reiner |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, saozneg SUA |
| Micher | Produer filmoù, luc'hskeudenner, LGBTQ rights activist, stourmer politikel |
| Darvoud-alc'hwez | killing of Rob Reiner and Michele Singer Reiner |
| Deskrivet en URL | https://www.theguardian.com/film/2025/dec/15/rob-reiner-director-harry-met-sally-found-dead-with-wife-michele-singer-reiner |
Michele Singer Reiner[1] ganet Singer d'an 3 a viz Meurzh 1955 hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Kerzu 2025, a oa ur boltrederez, stourmerez politikel ha produerez filmoù stadunanat. Reiner a oa bet eil gwreg ar filmaozer hag aktour Rob Reiner. Da gentañ e oa bet poltrederez ; hi eo he devoa graet ar poltred implijet war golo al levr The Art of the Deal (1987) gant Donald Trump. O labourat war When Harry Met Sally... (1989), Reiner a oa bet o kejañ ganti ha levezonet e oa bet evit kemmañ fin ar film.
Troet e oa bet d'ur stourmerez politikel dre atiz he gwaz a-raok tremen d'ar produiñ filmoù er bloavezhioù 2010, ha lakaet e oa bet he anv meur a-wech er Primetime Emmy Awards evel produerez Albert Brooks: Defending My Life (2023). Reiner a oa bet o kenlabourat alies gant he gwaz ha bez e oa kenbrezidantez Castle Rock Entertainment.
D'ar 14 a viz Kerzu 2025, hi hag he gwaz a voe lazhet a daolioù kontell er gêr gant o mab Nick Reiner.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ He anv hervez an testenni marv a oa "Michele Singer Reiner", gant "Singer" evel anv kreiz; met he anv badez a oa Michele Singer (hep anv all ebet). Implijet he devoa he anv e-kreiz goude bezañ bet dimezet gant Rob Reiner