Mont d’an endalc’had

Michael Gough

Eus Wikipedia

Michael Gough

Michael Gough evel Arthur Holmwood e Dracula (1958).
Michael Gough evel Arthur Holmwood e Dracula (1958).

Ganedigezh 23 Du 1916
Kuala Lumpur, Malaya (Malezia Breizh-Veur d'ar c'houlz-se)
Broadelezh saoz
Marvedigezh 17 Meurzh 2011 (94)
Salisbury, Bro-Saoz
Micher(ioù) aktor
Filmoù brudet Dracula, Out of Africa, Batman, Sleepy Hollow


Michael Gough a oa un aktor saoz bet ganet d'ar 23 a Du 1916 e Kuala Lumpur, Malezia ha marvet e 2011 e Salisbury, e Wiltshire[1]. C'hoariet en deus e ouzhpenn 150 film sinema ha skinwel, en o zouez Dracula (1958), Out of Africa (1958, o c'hoari Lord Delamere), e-barzh ar filmoù Batman sevenet gant Tim Burton ha Joel Schumacher, e Sleepy Hollow. C'hoariet en deus ivez e abadennoù skinwel breizhveurat evel Doctor Who ha The Avengers. Ur c'homedian dreist eo bet er c'hoariva, da skouer e resevas un Tony Award evit e roll e Bedroom Farce, ur pezh skrivet gant an dramaour breizhveurat hollvrudet Alan Ayckbourn.

Mervel a reas Michael Gough er gêr d'an oad a 94 bloaz, e Salisbury e Wiltshire. Devet e voe e gorf ha strewet e voe e ludu e Mor Breizh.

  1. (en) "Michael Gough obituary" gant Eric Shorter (17 a viz Meurzh 2011). The Guardian. Londrez. Retrieved 17 a viz Meurzh 2011.