Mic'ha

Eus Wikipedia

Mic'ha pe Micha (e latin)[1] pe Miche[2], (מִיכָה en hebraeg) a zo unan eus daouzek profed bihan an Tanac'h (Bibl hebraek).

Ster e anv a zo "Piv a zo evel Doue". Kempred eo gant Yeshaia. Prezegenniñ a reas da vare Yotam, Ahaz ha Hizkia en eil lodenn eus an eizhvet kantved kent JK. E vro c'henidik a oa Yehouda met prezeg a reas war Yehouda hag Israel[3].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh An Tour-Tan
  2. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, Levr Miche, pp 803-807
  3. Trodigezh An Tour-Tan, levrenn 3, p 228