Mia Khalifa
Mia Khalifa (arabeg: ميا خليفة), ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1993, brudet ivez evel Mia Callista, zo ur vaouez eus Liban, brudet er rouedadoù sokial, ur webcam model ha bet eo aktourez pornografek ivez. Aktourez eo bet etre 2014 ha 2015.
Khalifa, ganet e Beirout, a oa aet da vevañ da Stadoù-Unanet Amerika e 2001. Kroget e oa da c'hoari e filmoù pornografek e miz Here 2014. E miz Kerzu e oa pignet betek ar 1añ plas a aktourez hervez al lec'hienn Pornhub. Gwelet fall spontus e oa bet ar choaz micherel-se er Reter Nesañ, dreist-holl goude ur video lec'h ma c'hoarie gant un hijab islamek. Goude tri miz, Khalifa he devoa paouezet gant ar bed pornografek evit mont war-zu ar rouedadoù sokial. Etretant e oa bet torret al liammoù etrezi hag he familh.
Tro-dro Mia Khalifa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Du 2016, ur sinadeg enlinenn a c'houlenne digant ar prezidant stadunanat Donald Trump lakaat Khalifa evel kannadez ar vro en Arabia Saoudat.