Mont d’an endalc’had

Meunier A6

Eus Wikipedia
Meunier A6
Skeudenn ar pennad Meunier A6

Ur fuzuilh Meunier A6
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Doare Fuzuilh damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil ar c'hanol
Munisionoù 7 × 57 mm Meunier
Produer Manufacture d'Armes de Tulle (pezhioù ha sevel)
Manufacture d'Armes de Saint-Étienne (pezhioù)
Manufacture d'Armes de Châtellerault (pezhioù)
Niver produet 1.013
Mare implij 1916–1917 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,03 kg
Hirder 1.295 mm
Hirder ar c'hanol 715 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù War-dro 850 m/s
Endalc'h Karger diabarzh 5 pe 15 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Meunier A6, pe STA n°8, e voe ar fuzuilh damaotomatek kentañ o vezañ choazet hag amprouet e emgannoù gant arme Frañs, da vare ar Brezel-bed Kentañ.

Goude ijinadenn ar poultr divoged gant ar Gall Paul Vieille e 1886 e savas ar soñj e-touez ijinourien ha soudarded e vije posubl sevel armoù-tan tennata, da lavaret eo gouest da adarmiñ o-unan goude pep tenn. Armeurerien brevez ha servijoù teknikel a bep seurt en arme c'hall a ginnigas un ugent kentpatrom arm a seurt-se bennak etre 1888 ha 1913. En o zouez e voe breouet unan gant Étienne Meunier[1], un ofiser hag a laboure en APX (Atelier de Construction de Puteaux, renet gant an arme).

Ur fuzuilh dezhi ur sistem tennata dre argil ar c'hanol e oa ar c'hentpatrom diwezhañ kinniget gantañ. Kambret e oa evit ur gartouchenn nevez, ar 7 × 59 mm Meunier, modernoc'h evit an 8 mm Lebel standart abalamour d'he stumm ha d'he c'hreuzenn. He c'harger diabarzh 5 tenn a oa pourveziet gant laonennoù-kargañ 5 kartouchenn. Ur vaionetez a c'halle bezañ savet outi. He c'houch, warni teir fastilhezenn vordanus evit tennañ diouzh noz, a c'halled reoliañ etre 200 ha 2300 metr[2].

Kinniget e voe d'an arme e 1910, a zivizas neuze lakaat produiñ anezhi a-benn 1913. Met etretant e save trouz ar brezel tamm-ha-tamm en Europa, ha divizet e voe nullañ ar raktres ha produiñ dafar a oa standart hag implijet kalz en armeoù dija. E 1915 e fellas d'an arme kaout armoù damaotomatek adarre ; da c'hortoz ar fuzuilhoù nevez RSC M1917 e 8 mm Lebel a oa o vezañ savet e voe divizet adlañsañ produiñ ar Meunier A6, kambret e 7 × 57 mm Meunier, ur munision un tammig izeloc'h e c'halloud evit hini ar pimpatrom kinniget e 1910.

Betek miz Eost 1917 e voe savet 1.013 skouerenn eus an arm hepken gant ar Manufacture d'Armes de Tulle. 843 anezhe a voe kaset war an talbenn da vat. Kudennoù pourveziañ a savas gant ar Meunier A6 abalamour d'he c'halibr disheñvel diouzh ar re implijet dre voaz en arme. Kizidik e oa an arm ivez ouzh koñdisionoù-emgann lous an trañcheoù. Dilezet e voe gant donedigezh an RSC M1917, ha kalz skouerennoù eus ar Meunier A6 a voe troc'het o c'hanol evit sevel karabinennoù hag a voe roet d'an ekipajoù kirri-nij, gant kargerioù 15 tenn e-lec'h 5[1]. Ne servijas ket ar fuzuilh ken goude 1918. Ur pezh ral eo deuet da vezañ hiziv an deiz.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) HUON Jean, Proud Promise: French Autoloading Rifles, 1898-1979, Collector Grade Publications, 1995, 199 p., ISBN 978-0889351868

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, Meunier M1916, Modern Firearms (lennet d'ar 24/05/2025)
  2. (fr) Le fusil (semi-)automatique de 7 mm Meunier A6 modèle 1916, Armement réglementaire français (lennet d'ar 24/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan