Metropolitan Correctional Center (New York)
| Stad | Stadoù-Unanet |
|---|---|
| E tiriad | Manhattan |
| Daveennoù douaroniel | 40°42′47″N 74°0′6″W |
| Darvoud-alc'hwez | death of Jeffrey Epstein |
| Oberataer | Federal Bureau of Prisons |
| Deiziad digoradur ofisiel | 1975 |
| Date of official closure | 2021 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.bop.gov/locations/institutions/nym/ |
| Stad implij | temporarily closed |

Ar Metropolitan Correctional Center, New York (MCC New York) zo un toull-bac'h er Civic Center e Lower Manhattan, e kêr New York, er Stadoù-Unanet. Lec'hiet eo e Park Row a-dreñv ar Thurgood Marshall United States Courthouse er skwar Foley. Meret eo gant ar Federal Bureau of Prisons, ur skourr eus Departamant ar Justis stadunanat.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digoret e oa bet an toull-bac'h e 1975 e karter ar Civic Center e Lower Manhattan[1]. MCC New York e oa bet ar c'hentañ toull-bac'h a live uhel o vezañ implijet gant Burev an toulloù-bac'h[2]. An toull-bach zo e gwirionez un astenn d'ar Thurgood Marshall United States Courthouse, ha liammet eo an daou lec'h gant ur pont[3]. Ar brizonidi a oa lakaet pep hini en unan eus an dek loch dizalc'h e pep savadur bihan, setu perak ne oa ket kalz fiñvoù er greizenn. E 2002 e oa bet embannet e oa dreistpoblet an MCC New York gant un niver re stank a brizonidi[2].
Tud brudet zo bet dalc'het en MCC New York e-kerzh o frosez, evel pennoù ar familh Gambino John Gotti ha Jackie D'Amico, an trafiker dramm Frank Lucas, an arnaker Bernie Madoff, ar sponterien Omar Abdel Rahman ha Ramzi Yousef, an torfedour reizhel Jeffrey Epstein hag an trafiker armoù Viktor Bout[4]. Goude bezañ bet degaset betek Stadoù-Unanet Amerika, ar penn kartel drammoù mec'hikan Joaquín "El Chapo" Guzmán a oa bet dalc'het ivez er greizenn-se.
D'ar 26 a viz Eost 2021, Burev kevredadel an toulloù-bac'h en doa embannet e oa bet serret an toull-bac'h eviti ur mare, dre ma oa falloc'h-fall stad al lec'h. Pa oa bet embannet kement-se e oa 233 a brizonidi eno. Kaset e voent da doulloù-bac'h all e-keit ma oa an departamant o klask un diskoulm[5].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dugan, George (1975-08-03). "400 Prisoners Are Transferred To New U.S. Jail on Foley Sq." (in en-US), The New York Times.
- ↑ 2,0 ha2,1 Bosworth, Mary (2002). The US Federal Prison System. Thousand Oaks, CA : Sage Publications. 272 p. ISBN 9780761923046.
- ↑ Goldberger, Paul (1975-07-26). "New Detention Center at Foley Sq. Is Hailed as Advance in Jail Design" (in en-US), The New York Times.
- ↑ McShane, Larry (2009-03-13). "Inside Bernard Madoff's new home: the Metropolitan Correctional Center prison in Manhattan".
- ↑ Weiser, Benjamin (2021-08-26). "Justice Dept. to Close Troubled Jail Where Jeffrey Epstein Died" (in en-US), The New York Times.