Metapedia

Eus Wikipedia

Metapedia zo un holloueziadur en-linenn eus an tu dehoù pellañ hag a embann soñjoù broadelour gwenn, dreistbeliour gwenn, enepyuzev, a nac'h ar Shoah, ha neveznazi.
Al lec'hienn a embann bezañ dedennet gant sevenadur Europa, ar skiantoù, ar brederouriezh hag ar politikerezh.

D'ar 26 a viz Here 2006 e ve lañset Metapedia e svedeg gant Anders Lagerström, un embanner neveznazi feuls eus Linköping[1] ; d'an 28 a viz Ebrel 2007 e voe an doare saoznek. An doare hungarek eo an hini fonnusañ, gant 144 189 pennad d'ar 27 a viz Gwengolo 2013.

Strategiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet tost-tre da hini Wikipedia eo tres Metapedia, a glask plantañ douetañs e speredoù an dud[2].
Kaoz a vez eus brudidigezh (doare Buhez ar Sent) da geñver pennoù bras an Trede Reich da skouer[3]. Mard eo ar pal plantañ douetañs ez eo c'hwitet an taol a-benn ar fin, dre ma vez re anat o tro-spered ar skriverien.

Mennozhioù gwirion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Logo ar Metapedia zo awenet gant un delwenn anvet Jugend gant Arno Breker, kizeller ofisiel an Trede Reich. Penn un Arian eo.

Diforc'hioù gant Wikipedia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]