Mont d’an endalc’had

Metafizik

Eus Wikipedia
Penn-kentañ levr Metafizik unan eus oberennoù pennañ Aristoteles (1483). Ar skeudenn a ziskouez prederourien o kaozeal war ur balkon ha, er c'hontrol : ur marmouz. New York, Levraoueg Pierpont Morgan

Ar metafizik (diwar al latin metaphysica ; diwar an henc'hresianeg μετά metá "goude, a-dreñv, en tu all" ha φύσις phýsis "natur, bonreizh naturel") zo ur gelenn diazez eus ar brederouriezh. Ar c'hudennoù studiet gant ar metafizik a zo goulennoù a denn d'ar brederouriezh teorikel : ster ha pal an holl wirionez pe an holl vezañs[1].

Ar metafizik a bled gant framm diazez etre ar gwirvoud hag ar spered. Aristoteles a anvas ar metafizik evel ar brederouriezh gentañ. Ar goulenn pennañ, hag-eñ eo termenet en a-raok pep tra er bed, hag ar goulenn hag-eñ ez eus ar frankiz da zibab[2].

Ar vetafizik a vez sellet outañ evel unan eus pevar skourr pennañ ar brederouriezh, asambles gant an epistemologiezh (pe teorienn ar ouiziegezh), al lojik hag an etik.

  1. (de) Jörg Disse, 2009, Eine kurze Geschichte der Metaphysik [Un istor berr eus ar metafizik], Der blaue reiter Journal für Philosophie, Niv. 27. Der blaue reiter Verlag für Philosophie, Hannover
  2. (en) McDaniel, Kris (2020). This Is Metaphysics: An Introduction. John Wiley & Sons.