Mestr-meur etrebroadel an echedoù
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Amañ e vo kavet displegadurioù a-zivout an titloù implijet e c'hoari an echedoù.
Mestr-Meur (kemmesk)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deroet e vez an titl Mestr-Meur gant ar FIDE (Fédération Internationale Des Échecs, "Kevread Etrebroadel An Echedoù), da c'hoarierien ha c'hoarierezed echedoù a zo kreñv-tre. Estreget kaout an titl a "Gampion ar bed", an titl a Vestr Meur eo an hini uhelañ a c'hell kaout ur c'hoarier·ez echedoù. Ur wech resevet an titl gant ur c'hoarier·ez e vir anezhañ e-pad e vuhez/he buhez, nemet e vefe tapet o truchañ. Alies e vez roet ar berradur "GM" (diwar ar saozneg Grand Master) goude anv ur c'hoarier·ez a zo "Mestr-Meur".
- Un titl kemmesk eo, implijet e vez evit ar wazed hag ar maouezi. Evit dont da vezañ Mestr-Meur e ranker tizhout ur feur Elo a 2 500 pe muioc'h, ha tapout daou zisoc'h mat en un tournamant ma vo mestroù-veur all, estreget mestroù-veur eus ar memes kevre stadel hag ar c'hoarier·ez.
- Ur feur Elo a 2 400 a ro an titl Mestr Etrebroadel (International Master).
Mestrez-Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1976 e voe krouet an titl gant ar FIDE.
- Roet e vez an titl Mestrez-veur gant ar FIDE da c'hoarierezed echedoù kreñv-tre. An titl a Vestrez-veur eo an hini uhelañ e-mesk an titloù miret evit ar maouezi. Alies e vez roet ar berradur "WGM" (diwar ar saozneg Woman Grand Master) goude anv ur c'hoarierez hag a zo "Mestrez-Veur".
- Evit dont da vezañ Mestrez-Veur e ranker tizhout ur feur Elo a 2 300 pe muioc'h, ha tapout tri disoc'h a 2 400 en un tournamant a-enep c’hoarierezed gant ur feur uheloc’h eget 2 130.