Mont d’an endalc’had

Mervent (stummadur)

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Mervent pe Mervent (Vande).
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 

Mervent a zo ur gevredigezh bet krouet e 1994 evit ma vefe kelennet ar brezhoneg d’an dud deuet ha d’ar skolidi e Bro Gerne Izel[1], e framm ar stummadur dibaouez, pe e klasoù-noz, pe c'hoazh evit o dudi. Arc’hantaet e vez gant Rannvro Breizh, ar Stad c'hall, ar c’humunioù a ginnig kentelioù tañva d’ar brezhoneg en o skolioù, hag an aozadurioù a bled gant ar stummadur dibaouez.

Prezidantez eo bet Jocelyne Sicard-Cras e derou Mervent. E 2025 ez eus bet dilennet daou genbrezidant, Loïc Philippon ha Bernard Kere[2]. Yannig Mainguy a zo rener. E 2023-2024, 11 508 eurvezh kelenn a voe ingalet etre 4 383 den, en o zouez 3 500 skoliad bodet e 725 klas[3].

Obererezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez he statudoù e tle Mervent « diorren kelenn hag implij ar brezhoneg gant pep hentenn kevazas ma c’hell kavout »[4]. Kentelioù diouzh c’hoant an dud a vez roet, war an deiz pe diouzh noz. Stummadurioù hir a vez kinniget war ar pemdez e-pad 6 miz, astennet da 9, mar plij d’an dud mont donoc’h. Kinniget e vez stajoù berr war ur sizhunvezh a-bezh ivez. Dre gevratoù sinet gant kumunioù Penn-ar-Bed zo e vez kinniget un tañva d'ar yezh d’ar skolidi gant skoazell yalc’hadoù Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Breizh deroet d’ar c’humunioù.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ E mervent ar brezhonegva emañ Bro Gerne Izel.
  2. ↑ (fr) Enseignement du breton : un bilan très positif pour Mervent, Le Télégramme, 3 a viz Mezheven 2024
  3. ↑ (fr) À Crozon, l’association Mervent sensibilise les écoliers au breton et à leur « identité régionale », Le Télégramme, 25 a viz Ebrel 2024
  4. ↑ « Pal ar gevredigezh eo kemer perzh en diorren eus ar c’helenn brezhoneg hag en implij anezhañ dre kement doare mat zo d’e ober » eo an termenadur resis embannet e lec'hienn Mervent.