Merk kardinal

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Merkoù kardinal)

Ur merk kardinal (kardinal a dalvez amañ evit ar peder roudenn bennañ eus ar c’hompas: norzh, reter, su ha kornaoueg) a zo ur merk mor (anvet balizenn) evit diskouez d’ar verdeerien pelec’h ez eus un dañjer er mor.
Diskouez a a ra eta lec’h an dañjer e-keñver ur roud-avel (poent kardinal) hag anvet eo dre-se ar reizhiad kardinal. Dishañval eo neuze diouzh ar reizhiad lateral a ziskouez hepken eus peseurt tu eo ret tremen p’emeur o verdeiñ en ur ganol (amañ ne zigemmer nemet tribourzh ha babourzh).

Ar reizhiad kardinal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pevar merk kardinal ha penaos e vezont lec’hiet en-dro d’un dañjer

Dishañvalet e vez ar balizennoù (pe merkoù) gant:

  • livioù (melen ha du — dishañval ar patrom hervez ar poentoù);
  • arouezioù (tric’hornioù);

hag, a-wechoù,

  • goulaouioù (war elum da noz pe pa vez teñval)
  • Merk Norzh (ret eo tremen en norzh d’ar merk)
    • liv: du - melen
    • arouez: daou dric’horn du, begoù en nec’h
    • gouloù: gwenn, sked-disked dibaouez
  • Merk Reter (ret eo tremen er reter d’ar merk)
    • liv: du - melen - du
    • arouez: daou dric’horn du, begoù tro-kein
    • gouloù: gwenn, tri sked lerc’h-ouzh-lerc’h
  • Merk Su (ret eo tremen er su d’ar merk)
    • liv: melen - du
    • arouez: daou dric’horn du, begoù en traoñ
    • gouloù: gwenn, c’hwec’h sked lerc’h-ouzh-lerc’h hag ur sked hir
  • Merk Kornaoueg (ret eo tremen er c’hornaoueg d’ar merk)
    • liv: melen - du - melen
    • arouez: daou dric’horn du, beg-ouzh-beg
    • gouloù: gwenn, nav sked lerc’h-ouzh-lerc’h

Doareoù da zelc’her soñj: Diskouez a ra an tric’hornioù du lec’h an du war ar merkoù. Evit ar gouloù: ret eo soñjal e dremm un horolaj: tri sked (evit 3 eur), c’hwec’h sked (evit 6 eur), nav sked (evit nav eur) ha hanternoz (= norzh).

Arouezioù gouloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]