Mererid Hopwood

Eus Wikipedia
Mererid Hopwood

Mererid Hopwood zo ur varzhez kembraek, ganet e Kerdiz e 1964. He zud a orin eus Llangynnwr e Sir Gaerfyrddin a oa aet da chom da Sir Benfro.

Hi eo ar vaouez kentañ he deus bet gounezet ar Gador en Eisteddfod e 2001, en Eisteddfod Genedlaethol Cymru Dinbych 2001.

Studioù war an alamaneg hag ar spagnoleg he deus graet, div yezh hag he deus kelennet. Kelennerez alamanek eo bet e Skol-Veur Abertawe, ha kelenerez spagnolek e Sir Gaerfyrddin.

Kinnig a ra abadennoù skinwel diwar-benn al lennegezh evit S4C.


E miz Eost 2009, pa oa marvet Dic Jones, e oa bet anv anezhi e-touez ar re a c'halle bout anvet da Arc'hdrouiz an Eisteddfod, kentañ tro d'ur vaouez bezañ war ar renk. A-benn ar fin en em dennas ha T. James Jones a voe anvet.

E 2012 he deus bet medalenn ar Gwobr Glyndŵr.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]