Menoued


Anv galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aspérule odorante, Gaillet odorant
Anv latin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Galium odoratum
Bleunienn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwenn adalek miz Ebrel betek miz Even
Uhelder[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
0,10 - 0,30 m
Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavet e vez er c’hoadoù fresk. Delioù padus. C’hwezh vat o sec’hañ ; ur meskaj vanilhez, mel ha foenn nevez falc’het.
Ar frouezh a zo goloet gant blevennoù krogek a laka anezho da vezañ strewet gant loened evel al lern hag al lapined.
Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kalz a berzhioù mat a zo gant ar blantenn-mañ : enepkaouledus, distanus evit pareañ an nervusted pe an digousked...
Implijet e vez ivez evit diwall diouzh an tartouz pe evit digas c’hwezh vat d’ar gwestell pe da evajoù ’zo.
Ur blantenn-liorzhañ dedennus eo ivez evit goloiñ an douar dindan ar gwez.
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya ! Sizhuniek nn 528 - 24 a viz Gouere 2015 pennad gant Joseph Tanguy