Menez an Eürustedoù

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Menez an Eurustedoù)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Menez an Eürustedoù gwelet eus Kafarnaom
Iliz an Eürustedoù, bet kensakret e 1938

Menez an Eürustedoù[1] pe Menez ar Gwenvidigezhioù[2] zo un dorgenn e Galilea, etre Kafarnaom ha kêriadenn Jenezared, m’en defe embannet Jezuz e « Sarmon war ar Menez » pe « Embann ar Rouantelezh » (Mz 5,1-12 ; Lk 6,17.20-26).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Tabgha, e tu an hanternoz, en tu all d'an hent a gas d'an eien, e oa gwechall santual kentañ an Eürustedoù, bet savet moarvat er IVe kantved ha distrujet gant kren-douar 419. Adsavet e voe nebeut war-lerc'h, ha diskaret en-dro goude an Xvet kantved.

Adalek mare ar Groazidi e voe kemeret ar pleg da lidañ embannadur an Eürustedoù uheloc'h war ar menez, 1 200 m pelloc'h, el lec'h ma weler bremañ un iliz ront bet anvet Iliz an Eürustedoù ha kensakret e 1938. [3]

Lac de Tiberiade vu du mont des Beatitudes.JPG
Mor Galilea gwelet eus Menez an Eürustedoù

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez Douar Santel. Terre Sainte, gant Job an Irien, Ti embann Minihi Levenez, 1998. Hervez geriadurioù Vallée ha Hemon e talv "eürusted" kement hag "eurvad" ("bonheur" e galleg) hag ur ger hollek eo, hep liester ebet.
  2. Diwar ar ger gwenvidigezh(ioù) a gaver e geriadurioù Gregor, Vallée, Hemon, Ménard.
  3. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, niv. 51-52, 1998, p. 44.