Meneger GRAU
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Ar menegerioù GRAU zo ur sistem evit envel dafar an nerzhioù lu soviedel gant kodoù normativet. Savet e oa bet bet gant Pennrenerezh ar misiloù hag ar c'hanolierezh (rusianeg : Гла́вное раке́тно-артиллери́йское управле́ние, berraet e ГРАУ, GRAU), ur skourr eus Ministrerezh an Difenn an URSS, hag implijet e vez c'hoazh en ur mod ofisiel e Rusia. Savet e vez ur meneger gant :
- ur niverenn dezhi ur sifr pe daou, evit envel ar renerezh mestr war an arm er ministrerezh (2 evit ar c'hanolierezh da skouer) ;
- ul lizherenn evit envel un is-rummad dafar (S evit an ar c'hanolierezh emlusket da skouer) ;
- un niver evit an dafar e-unan.
2S25 eo meneger GRAU ar c'hanol emlusket eneptank 152 mm Oktopus.
Ar meneger GRAU a vez implijet abaoe deroù ar bloavezhioù 1960. A-raok e veze graet gant ur meneger anvet GAU un tamm disheñvel.