Melusina

Eus Wikipedia
Pajenn miz Meurzh an dornskrid
Les Très Riches Heures du duc de Berry
(1411-1416)
a ziskouez Melusina o nijal a-us kastell Lusignan.


Ur pennad Melusine zo ivez.

Melusina eo anv unan eus tudennoù faltazius Europa ar Grennamzer, a gaver skeudennet e lennegezh hag arz ar mare evel ur vaouez ul lost naer dezhi e-lec'h divhar.

 Gant ar skrivagner gall Jean d'Arras (dibenn ar XIVvet kantved) e voe staliet Melusina en Istor al lennegezh, pa voe embannet e skrid e komz-plaen Mélusine ou la Noble Histoire de Lusignan e 1392, a aozas diwar goulenn an dug Jean Iañ de Berry (1340-1416)[1],[2].

 E deroù ar XVvet kantved e voe embannet Le Roman de Parthenay ou de Lusignen, ur skrid 7 000 gwerzenn eizhtroadek ennañ bet aozet diwar goulenn Guillaume VII de Parthenay-l'Archevêque, aotrou Parthenay, gant ur c'hloareg deuet eus Poatev da Bariz anvet Cou(l)drette. Dre m'eo an danvez heñvel ouzh hini skrid Jean d'Arras ez eus bet ouzhpennet Roman de Mélusine ouzh an talbenn orin[3].

 E Lusignan e departamant ar Vienne e c'hoarvez an istor. Ur gwengel bet ganet e Poatev eo neuze, a zo bet strewet dre Europa a-bezh dre droidigezhioù alamanek ha saoznek pergen, kent bezañ azasaet e meur a zoare adalek an XVIIIvet kantved betek hon amzer.
E-pad c'hwec'h kantved eta ez eo bet gwengel Melusina un awen evit arzourien Europa, o deus maget ar vojenn en tu all d'he fal politikel orin, betek ma vevfe e-maez pep marevezh.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digemm eo chomet anv an harozez e kement stumm a zo bet roet d'ar vojenn a-hed ar c'hantvedoù.

Meur a levr zo bet lakaet er moull diwar-benn orin hec'h anv, meur a vartezeadenn zo bet embannet, an holl anezho o pellaat diouzh ar gwengel hag o treiñ war-du goulakadurioù faltazius pe faltaziusoc'h c'hoazh.
Da skouer, ar gouizieg a Saintonge Pierre Martin-Civat (Cognac, 1901-1983) a lakaas Melusina da voudig ar goadeg, eusine o vezañ stumm poatevek ar galleg yeuse, "dervenn-Spagn" (Quercus ilex)[4] – ne zispleg ket "Mél-" avat. Klaskerien all o deus gwelet e "Mélusine" anvioù div gêr amzezek, Melle ha Lusignan ; reoù all c'hoazh o deus dihunet Lucine, a oa doueez ar gwilioudiñ en Henroma. Jean d'Arras e-unan a lakae "merveille" da orin "Mélusine".
 Mar chomer er Grennamzer e c'heller lavaret diarvar e teu "Mélusine" eus "Mère Lusigne", hervez an hengoun a lakae un dudenn wengelel da orin al lignez Lusignan, a zo koshoc'h eget ar skrid kentañ.

E-kichenn Melusina e kaver Melusine e yezhoù all, Mélusine e galleg, Melusigne er stumm gallek koshoc'h ha Merlusine (Mère Lusigne) diwezhatoc'h.

Kent Jean d'Arras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur gwengel lennegel eo hini Melusina, anezhi un dudenn argelek a zo ur benveg da zeskrivañ ar bed ma oa konterien he mojenn o vevañ : hini ar Grennamzer en Europa ar C'hornôg. Na Jean d'Arras, na Coudrette o deus embannet bezañ aozerien ar vojenn-se, an eil o skrivañ ez eo istor Melusina  ar pezh hon eus klevet lavaret ha kontet d'hon hendadoù [5], egile o tanevellañ gerioù an aotrou a Barthenay,  gant ur voudig e voe savet ar c'hastell, evel ma vez kontet e berr gomzoù. [6].
 A-gozh evit gwir e kaver gwriziennoù gwengel Melusina e kontadennoù Europa ar Gornaoueg, pa voe kontet istor ur vaouez hanter-naer tremen 200 vloaz kent oberenn Jean d'Arras.

 An den-a-lez saoz Walter Map (Gualterus Map, ca. 1135 - ca. 1209) a gont en e skrid latin De Nugis Curialum ("Belbiajoù tud-a-lez") istor Henno cum dentibus ("Henno dantek"), un aotrou Norman[7] a gej war an aod ouzh ur vaouez koant hag a zimez ganti ; mamm an aotrou, a zo displijet-bras gant kement-se, a ya da spiañ he gouhez hag a ziskuilh he c'hevrin : da aerouantez e tro pa vez o kouronkañ. A-drugarez da zour benniget ur beleg e teu a-benn da skarzhañ an droukspered-se eus korf ar vaouez yaouank, hag an aerouant o nijal kuit. E bed an dud e chom bugale ar c'houblad, ha biken ne zistro ar voudig[8].

 Ur skrivagner saoz all, Gervase of Tilbury (Gervasius Tilleberiensis, ca. 1150 - ca. 1228), en trede rann e skrid Otia Imperialia ("Diduelloù evit un impalaer"), un dastumad kontadennoù a savas er bloavezhioù 1210-1214 gant spered al lennegezh velezour[9] evit Herri ar Roue Yaouank da gentañ ha pelloc'h evit an impalaer santel roman german Otto IV (1175-1218), a ra gant an hevelep tudenn evit displegañ bed ar Grennamzer[10],[11]. E Provença e c'hoarvez an istor ; Raymond de Château-Rousset a zimez gant ur vaouez gant ma ne glasko ket he gwelet en noazh. Terriñ e c'her a ra ar gwaz, ha gwelet e wreg hanter-naer. Mont kuit a ra honnezh da viken en ur lezel he bugale, ha da get e ya finborte an tiegezh Château-Rousset.

 An abad Geoffroy d'Auxerre (c. 1120 - 1189), e trede mojenn e bemzekvet sarmon diwar-benn an Apokalips, a gontas istor ur voudig a dro da naer p'emañ o kouronkañ[12].

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Piket-don e voe kalon Elinas, roue Albania[13], gant kened ar voudig Presina pa gejas outi en ur goadeg. Asantiñ dimeziñ gant ar roue a reas Presina, gant ma ne glaskje biken he fried he gwelet o wilioudiñ.
 Pa voe e gwreg o vugaleat avat e tisoñjas Elinas derc'hel d'e c'her, neuze e tistroas Presina da Enez Avalon gant he zeir merc'h nevez-c'hanet Melior, Palestina ha Melusina. Pa voent deuet en oad e ouezas an teir c'hoar diwar-benn trubarderezh o zad, hag evit dialañ o mamm e vac'hjont Elinas e tor Menez Brumborenlion e Northumbria. Brouzet outo e voe Presina, p'he devoa distaolet d'o zad abaoe ar geit, ha garv e voe he barn : Melior a voe kondaonet da ziwall ur sparfell varvailhus en ur c'hastell en Armenia, Palestina a voe karc'haret a-gevret gant teñzor he zad e Menez Canigó betek ma teuje ur marc'heg d'he lakaat en he frankiz ; Melusina a droje da naer  en diaz d'ar begel  bep Sadorn, met eürus e vije keit ha ma asantje ur gwaz dimeziñ ganti hep he gwelet d'an deizioù-se.

Melusina oc'h herzel Remondin
e Feunteun ar Sec'hed
Dornskrid Jean d'Arras

 Pell diouzh Avalon e veve un den yaouank anvet Remondin e lez e eontr Aymeri, kont Poatev. Pa oa Remondin oc'h hemolc'hiñ hoc'h-gouez e lazhas e eontr dre reuz. Nebeut a-raok mervel en devoa hennezh lennet en oabl e vije lazhet gant ur gwaz a vije e penn ul lignez klodus ar c'hlodusañ ; buan e teuas diougan Aymeri da wir.
 Dianket e voe Remondin a-c'houde ar gwallzarvoud : kantren a reas er goadeg, ha tal-kichen ar Font de Cé, "Feuteun ar Sec'hed" e Lusignan, e kejas ouzh ur vaouez yaouank kenedus-meurbet. Karantez a savas e kalon an den yaouank, a vennas dimeziñ ganti war an tach. Asantiñ a reas ar vaouez, en ur reiñ he ger e teuje-eñ pinvidik ha galloudus gant ma c'hrataje na klask he gwelout da Sadorn biken – Melusina e oa ar vaouez neuze.
 Asantiñ a reas Remondin, hag a-drugarez da Velusina e troas da c'halloudusañ aotrou Poatev, o ren war kastell Lusignan ha war kestell all bet savet gant e wreg varzhus.
 Dek mab a zeuas dezho, eizh anezho siet en abeg ma voent ganet diwar un den hag ur voudig : Urien, ar mab henañ, a oa berr ha ledan e zremm enni ul lagad ruz hag unan pers, ha bras-divent e oa e zivskouarn ; gant Eudes e oa ur skouarn vrasoc'h eget heben ; ul lagad uheloc'h eget egile a oa war dremm Guion ; pav ul leon a oa war jod Antoyne ; un takad blevek evel kroc'hen ur c'hoz a oa war fri Fromont ; tri lagad a oa gant Orrible ; unlagadek e oa Renaud ; eus genoù Geoffroy e valire ur mell dant par da hini ur pemoc'h-gouez ; Thierry ha Raimonnet hepken, an daou vab yaouankañ, a hañvale bezañ disi.
 Roue Kiprenez e voe Urien, hini Armenia e voe Guion, hini Bohemia e voe Renaud ; Antoyne a voe dug Lëtzebuerg ; Eudes a voe kont Marcha, Raimonnet hini Forez ; Thierry a voe aotrou Parthenay ha Geoffroy hini Lusignan ; da vanac'h en abati Maillezais e Vande ez eas Fromont ; Orrible, eñ, ne zeuas biskoazh a-benn da vevañ e-touez an dud, ha lazhet e voe diwar urzh e vamm.

Melusina o kouronkañ
Dornskrid Jean d'Arras

 Edo Remondin e barr e c'halloud hag e binvidigezh pa zeuas e vreur da silañ an arvar en e spered : petra e veze e wreg oc'h ober bep Sadorn abaoe ar geit ? Hag ouzh e zoganañ e vije-hi, gant an diaoul marteze ? Nec'het-bras an tamm anezhañ ez eas Remondin da doullañ moger kambr Melusina d'ur Sadorn, ha neuze en he gwelas o kouronkañ, lost un naer ganti e-lec'h he divhar ha divaskell un aerouant outi. Tevel a reas, gant aon da goll e voudig saverez a wreg.
 Diwezhatoc'h avat e teuas ur c'heloù mantrus all da Remondin : entanet ha distrujet e oa bet abati Mallezais gant e vab Geoffroy, ha lazhet e oa bet e vab all Fromont en tan-gwall. Kounnaret-ruz an tamm anezhañ e vallozhas Remondin e wreg hag e reas un  drouknaerez pilpous  anezhi a-glev d'an holl.

 Ret e voe da Velusina distreiñ d'ar Bed All neuze, pa oa bet diskuliet he c'hevrin. Treiñ da aerouantez a reas, ha nijal kuit.
 Ne baouezas ket d'ober war-dro he bugale evit keloù-se, pa voe gwelet gwech ha gwech all o nijal a-us tourioù kastell Lusignan en ur grial en un doare ranngalonus da gemenn marv unan anezho.

Dielfennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaat ar vojenn da wirion en e amzer e oa pal Jean d'Arras : e deroù e skrid e c'halv koun Gervase of Tilbury, hag e tiskleir e vo lignez Lusignan o ren jusques en la fin du monde. Dave da τὰ μετὰ τὰ φυσικά "Usvedoniezh" Aristoteles (–384 - –322) –  Dre e natur en deus mab-den c'hoant da c'houzout  a skrivas ar prederour – e ra Coudrette e deroù Le Roman de Parthenay ou de Lusignen :

Le philozophe fut moult sage
Qui dist en la premiere page
De sa noble Methaphisique
Que humain entendement s'applique
Naturelment a concevoir
Et a apprendre et a savoir.

 Koulz e skrid Jean d'Arras hag e hini Coudrette e c'houlenn Melusina digant he gwaz "un dachenn a-vent gant kroc'hen ul loen", a laka da zidroc'hañ a-lêrennoù a-benn brasaat gorread gwele ar c'hastilli ez eo mennet da sevel. Da vojenn diazezadur Kartada gant ar rouanez Dido, evel ma kont Virgilius en Aeneis, e kas kement-se hag aes eo kompren an daveenn : par da hini Kartada eo krouidigezh Lusignan, par da hini Dido eo galloud Melusina, ha par d'ar garantez he deus Dido evit Aeneas eo ar garantez he deus Melusina evit Remondin. Gwengel orin mab-den zo aze : diazezañ ur c'houblad, ur gêr, ur sevenadurezh.

 Eviti da vezañ ur voudig, ne zeu ket Melusina da drubuilhañ urzh ar bed, na pell alese : e skrid Jean d'Arras hag e hini Coudrette e lavar Melusina bezañ katolik. Kontrol-mik da hini ur sorserez eo dere Melusina eta, gant hec'h emzalc'h yaus.
 Ur voudig wirion eo Melusina koulskoude, rak donezon an divinerezh zo enni, pa oar diouzh reuz Remondin a-raok ar gejadenn :

Quant celle voit que il se celoit si fort contre lui, si lui a dit : Remondin, par Dieu, riens ne vault le celer ; je scay bien comment il vous va.

 Ha donezon an diougan zo enni ivez, pa raklavar da Remondin a-zivout e zistro da Boitiers a-c'houde marv ar c'hont, ha diwar-benn an arnodoù a ranko gouzañv da heul ar gwallzarvoud.
 Galloud ur voudig eo c'hoazh sevel kestell, abatioù ha kreñvlec'hioù kalz buanoc'h eget na vez diouzh red amzer an dud voutin.
 Ha piv nemet ur voudig a c'hallfe reiñ d'he bugale traezoù hud d'o gwareziñ, evel ma kont Jean d'Arras ?

Ar gejadenn

 Gant Remondin o kejañ ouzh Melusina a-c'houde un abadenn hemolc'hiñ reuzius e krog ar vojenn da vat.
 Benveg planedenn Remondin eo ar pemoc'h-gouez, pa gas Remondin da lazhañ e eontr : emañ gwazed kont Poatev, ar re Lusignan, o vont da dapout ar galloud ; evit a sell ouzh Remondin, ne c'hall ket derc'hel e zere el lez peogwir en deus lazhet ar c'hont. Abalamour da gement-se e tec'h kuit en ur lezel e varc'h da droc'hañ hent er goadeg diouzh noz betek ar feunteun m'emañ ar voudig ouzh e c'hortoz.
 Melezouriñ spered ar Grennamzer a ra kement-se, taerder ha marzh kemmesket. E romantoù ar mare e kejer ouzh boudiged en ul lec'h disrannet diouzh bed an dud : ar goadeg peurliesañ, an dezerzh a gaver e meur a anv-lec'h gallek, da lavaret eo ul lec'h gouez ma n'eus den ebet o vevañ[14].

An emglev

 Kevreañ bed an dud ha bed ar voudiged a ra Jean d'Arras ha Coudrette dre an emglev etre Melusina ha Remondin.
 Melusina eo a gomz da gentañ, pa lavar e oar diouzh gwalleur Remondin ; embann a ra bezañ katolik, evit ma ne vefe ket lakaet da venveg an diaoul. Goude-se hepken e c'hrata galloud ha pinvidigezh d'ar paotr, gant ma asanto dimeziñ ganti :

Je te feray le plus seignoury et le plus grant qui oncques feust en ton lignage, et le plus puissant terrien. (Jean d'Arras)

 Un eil mellad zo d'an emglev koulskoude :

Vous me jurerez sur tous les seremens que preudoms doit faire, que le samedi vous ne mettrez jamais peine a moy veoir ne enquerre ou je seray. Et je vous jure, par le peril de l'ame de moy, que jamais cellui jour je ne feray ja chose qui vous puist estre atournee fors a toute honneur. Et cellui jour ne feray que penser par quelle voye je pourray mieulx accroistre en haulte valeur vous et vostre estat. Et Remondin lui jura ainsi. (Jean d'Arras)

 Dre an daou vellad-se e c'hall Melusina mont tre e bed an dud dre an dimeziñ relijiel, ha chom e bed ar voudiged da Sadorn.

Melusina o laezhañ Thierry
Dornskrid Coudrette, 1420-1430
An eured

 A-boan skoulmet an emglev e tifoup ur chapel e-kichen ar feunteun, ha mennet eo Remondin da zimeziñ diouzhtu enni. Nac'hañ a ra Melusina, pa fell dezhi e ve lidet an eured er chapel-se end-eeun, ya, met a-wel d'an holl evit reiñ da c'houzout e tellez bezañ pried aotrou ar c'horn-bro. Dre an eured-se, benniget gant un eskob, en em gav bed ar boudiged kemmesket gant hini an dud. Ken mizus ha lorc'hus eo ar banvez a zeskriv Jean d'Arras er pennad Comment Remondin espousa Melusigne a grant noblesce ma klask ar gouvidi gouzout orin kement a binvidigezh hag a builhder.

Ar finborte

 Derc'hel d'he ger a ra Melusina. Kent ganedigezh bugel kentañ ar c'houblad, Urien, e sav kreñvlec'h Lusignan. Nav bugel a zeu war-lerc'h ar mab henañ, ganedigezh pep hini anezho o tegas ur savadur bennak nevez war tiriad Lusignan : gant Eudes e teu kêrioù Mervent, Saint-Maixent ha Vouvant ; war an dro gant Guion e voe ganet La Rochelle, Parthenay, Pons, Saintes ha Talmont. Gant ar vugale all e teu bourkoù, ilizoù, abatioù ha kastilli.
 Dre e zek a vugale hag an holl vadoù-se e teu Remondin e barr e c'halloud, evel ma oa bet grataet gant ar voudig. A-drugarez da aloubadennoù e vibien e ya brud an tiegezh De Lusignan dreist harzoù ar vo.

Die Schöne Melusine
Julius Hübner, 1844
Terridigezhioù

 Kerkent hag embannet an eured e teu kont Forez, breur Remondin, d'e atersiñ a-zivout orin Melusina, a ra-eñ fantosme (Jean d'Arras) pe chose faée (Coudrette) anezhi. Neuze e teu ar c'hont d'ar c'hreñvlec'h d'ur Sadorn da gontañ da Raimondin ar pezh a soñj an dud, hervezañ : doganet e vez gant e voudig a wreg. Gwarizi a sav e Remondin neuze, ha ne c'hall ket mirout a doullañ moger kambr Melusina :

Lors, quant il apperçoit l'uis, si tire l'espee et mist la pointe a l'encontre, qui moult estoit dure, et tourne et vire tant qu'il y fist un pertuis ; et regarde dedens, et voit Melusine qui estoit en une grant cuve de marbre, ou il avoit degrez jusques au fons. (Jean d'Arras)

 Torret e bromesa gant Remondin eta, ha diskuliet natur ar voudig Melusina.
 E kentel Jean d'Arras e teu tristidigezh ha teneridigezh e kalon Remondin pa wel stumm gwirion e wreg ; rukun hag euzh a sav e Remondin e kentel Coudrette. War ur poent hepken e pouez an daou aozer koulskoude : mezhek ha glac'haret en em gav aotrou Lusignan abalamour m'en deus torret e bromesa, ha c'hoant en deus da ratreañ e fazi.
 Ha Remondin ha stankañ an toull gant koar – un argel a zaspren – kent distreiñ d'e gastell ha skarzhañ e vreur kuit alese gant mallozhioù, ha glac'hariñ war e fazi.
 Da noz e tistro Melusina da gambr he fried, ha tevel a ra war darvoudoù an devezh. Koulz Jean d'Arras ha Coudrette a ziforc'h etre terridigezh ur bromesa ha diskuliadur ur c'hevrin. Pardonet eo Remondin, keit ha ma ne gonto ket ar pezh en deus gwelet.

 Un eil terridigezh a c'hoarvez diwezhatoc'h, pa varv Fromont ha kant manac'h all en abati Maillezais tangwallet gant e vreur Geoffroy. Glac'haret-bras an tamm amezhañ, Remondin a gas keloù d'e wreg a zo e Niort ; honnezh a zistro da Lusignan da wennañ Geoffroy, n'eo bet nemet benveg Doue evit kastizañ ar venec'h qui estoient de mauvaise vie et desordonnee (Jean d'Arras), pource qu'ilz faisoient / Moult de choses qu'ilz ne devoyent / Ne de droit ne de raison faire (Coudrette). Bouzaret gant ar boan e chom Remondin, ha dirak al lez e tiskleir natur naerel e wreg.
 Setu diskuliet kevrin Melusina, ha peurdorret an emglev gant he fried. Dre gement-se ez eo disrannet ar voudig diouzh bed an dud, petra bennak ma keuzont war he disparti ret :

Nous perdons au jour d'uy la plus vaillant dame qui onsques gouvernast terre, et la plus saige, la plus humble, la plus charitable, la mieux aimee et la plus privee a la necessité de ses gens, qui oncques fust veue. (Jean d'Arras)
Melusina o nijal kuit
Ds. 4028, Nuremberg Nationalmuseum - 1428
An disparti

 Kent mont kuit e tiskuilh Melusina da Remondin ez eo-hi merc'h Elinas, roue Albania, hag e wreg Presina. Goude bezañ kontet an amzer dremenet e tiougan an dazont : war ziskar e vo lignez Lusignan abalamour da derridigezhioù Remondin, ar pezh a zo un arouez eus diskar politikel gwirion gougemennerien Jean d'Arras ha Coudrette.

  • Par da oberiantiz an dug Jean eo hini Melusine e skrid Jean d'Arras, pa voe an dug ur saver meur ivez : e 1380 e lakaas adsevel palez ar gonted e Poitiers, a oa bet distrujet gant ar Saozon e 1345 ; palez an duged e Bourges a lakaas sevel, gant ar Chapel Santel e 1405 ; meur a gastell a lakaas sevel en e diriad, ha kempenn meur a lec'h-annez e Pariz ivez, ostel Nesles en o zouez. Gouarnour Lengadok e voe betek ma voe tennet e c'halloud digantañ gant ar roue Charles VI e 1388.

 Evezhiañ he lignez a ra ar voudig betek penn, pa ro urzh da Remondin da lazhañ o mab Eudes kent na lakafe madoù an tiegezh Lusignan en arvar, ha pa c'hourc'hemenn ma yafe ar glad d'an daou vugel yaouankañ. Gwarezet ha sikouret e vo Remondin ganti, ha distreiñ a raio da Lusignan Trois jours devant en cellui an / Que le chasteau changera de maistre (Coudrette).

 Neuze e wel an dud Melusina o nijal kuit, stumm un naer askellek bras-divent ganti, en ur deurel [...] un cry merveilleux / Moult estrange et moult douloureux / Et moult piteux estoit le cry (Coudrette).
 Remondin a ya da Roma da c'houlenn digant ar pab pardoniñ e bec'hedoù a-raok mont da benitiour en un abati.

Melusina hag an tiegezh De Lusignan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skoed-ardamez
an tiegezh De Lusignan
Skoed-ardamez
an tiegezh De Parthenay-l'Archevêque

Unan eus remziadoù koshañ an noblañs c'hall eo an tiegezh De Lusignan, a zo bet diazezet gant Hugues Iañ de Lusignan († 886). Hervez mojenn an tiegezh e tiskennje diouzh Melusina (Mère Lusigne) hag he fried Remondin, kont Poatev ; a-drugarez d'ar voudig e vije bet savet pinvidigezhioù tiriad an tiegezh De Lusignan.

  • Diwar livioù lost naer Melusina e teu re skoed-ardamez an tiegezh De Lusignan, burelé d'azur et d'argent, "goudreustellet en glazur hag argant", evel ma skrivas Coudrette :
Et a proprement parler d'elle,
Oncques ne fut point de plus belle.
Mais queue ot dessoubz de serpent,
Grande et orrible vrayement :
D'argent et d'azur fut burlee.

 Adkaset da soñj an dud eo bet al livioù gant ar skrivagner ha prederour gall Claude Louis-Combet (*1933) en e Roman de Mélusine[15] :

Remondin put voir, en un fragment d'instant, le corps de la Femme se lier indissolublement au corps du Serpent. Les vastes hanches; le ventre bombé achevaient leur dessin dans celui d'une puissante queue de reptile, enroulée sur elle-même et merveilleusement burelée d'azur et d'argent. Dans le dos de Mélusine, des ailes avaient poussé, légères comme celles des séraphins mais sombres comme celles des démons.

  • Goudreustellet en glazur hag argant e sourin en gul eo skoed-ardamez an tiegezh de Parthenay-l'Archevêque ; un diforc'h eus ardamezioù an tiegezh Lusignan eo, bet savet a-c'houde eured Simon Iañ de Parthenay-l'Archevêque gant Mélisente de Lusignan, anezhi merc'h Hugues V de Lusignan, e 1047[16].
  • Mélusins ha Mélusines eo anv ofisiel annezidi kêr Lusignan hiziv c'hoazh[17].

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Das abenteürlich buch beweyset
vns von einer frawen genandt Melusina

"Levr troioù-kaer ur vaouez anvet Melusina"
Eil pajenn embannadur Johann Bämler, Augsburg, 1474
Melusina en Europa
"Mélusine", gant Pierre Roche (1900)
Gipstresadenn war baper japanat, 20 x 13 cm (follenn)

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En alamaneg e voe troet istor Melusina kerkent hag ar XVvet kantved gant Thüring von Ringoltingen e 1456, hag e saozneg d'an hevelep mare hag a-hed an XVIvet kantved.

 François Rabelais (c. 1494 - 1553), e pennad XXXVIII e Quart Livre[18], a ra meneg eus Mélusine :

Visitez Lusignan, Parthenay, Vovant, Mervant, et Pouzaugues, en Poictou. Là trouverrez tresmoings vieulx de renom et de la bonne forge, les quels vous jureront sus le braz sainct Rigomé que Mélusine, leur première fondatrice, avoit corps féminin jusques aux boursavitz, et que en bas estoit andouille serpentine, ou bien serpent andouillique.

 Da get ez eas gwengel Melusina goude ar XVIvet kantved evit doare. Daou c'hant bloavezh diwezhatoc'h avat e tistroas da Europa : e 1795 e voe embannet Das Märchen "Ar Gontadenn" gant Johann Wolfgang von Goethe, ma kaver istor Das Neue Melusine "Ar Velusina nevez"[19].
 En Alamagn adarre e voe Ernst Theodor Amadeus Hoffmann (1776-1822) oc'h ober gant gwengel Melusina en e gontadenn Der goldne Topf, bet embannet e 1819[20].
 En Alamagn bepred ez embannas Friedrich de la Motte Fouqué (1777-1843) e romant Undine e 1811[21].
 Dre ar barzh gall Gérard de Nerval (1808-1855) hag e varzhoneg El Desdichado ("Ar Reuzeudig") e tistroas Melusina da Vro-C'hall e 1854[22]. Adalek neuze e kendalc'has Melusina da vout galvet gant arzourien Europa evit klask termeniñ lec'h ar merc'hed er gevredigezh hag e-keñver ar wazed, evel ma oa bet graet gant Jean d'Arras ha Coudrette en o amzer.
 E 1895 e voe embannet Mélusine... gant Joséphin Péladan (1858-1918)[23], hag adkemeret e voe ar gwengel diwezhatoc'h gant Jacques Audiberti (1899-1965) e Carnage (1942)[24], gant Marcel Aymé (1902-1967) e La Vouivre (1943)[25] ha gant ar Belgiad Franz Hellens (Frédéric van Ermengem, 1881-1972) e Mélusine, ou la robe de saphir (1920)[26].
 Marcel Proust (1871-1922), en e romant À l'ombre des jeunes filles en fleurs (1919), a laka e harozez Gilberte Swann keñver-ha-keñver gant Melusina[27] ; er romant Le côté de Guermantes e veneg ar skrivagner an tiegezh De Lusignan qui devait s'éteindre le jour où disparaîtrait la fée Mélusine[28].

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

 E 1939 e voe ar pezh-c'hoari Ondine gant ar gall Jean Giraudoux (1882-1944), diazezet war oberenn Friedrich de la Motte Fouqué[29].

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

 Ar Skosad Sir Walter Scott (1771-1832) a veneg Melusina en e zastumad kanaouennoù hengounel The Minstrelsy of the Scottish Border bet embannet e 1802 ha 1803[30].
 Ar sonaozour alaman Felix Mendelssohn (1809-1847) a zeskrivas Melusina en e zigoradur Zum Märchen von der Schönen Melusine ("Evit kontadenn Melusina goant", opus 32) e 1834[31].
 Diwar skrid Coudrette e savas ar gall Fromental Halévy (1799-1862) e opera diwezhañ, La magicienne e 1858[32].
 War hec'h albom Histoire naturelle (2006) e kan ar Vreizhadez Nolwenn Leroy e galleg ar ganaouenn Mélusine bet skrivet gant Yasmin Shah[33].

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Roach, Éléanor : La tradition manuscrite du Roman de Mélusine par Coudrette, er gelaouenn Revue d'histoire des textes, niv. 1977, 1978 Persee
  • (fr) Harf-Lancner, Laurence : Les fées au Moyen-Âge : Morgane et Mélusine – La naissance des fées, Librairie Honoré Champion, 1984 (ISBN 978-2-85203-131-9)
  • (fr) Sellier, Philippe : Qu'est-ce qu'un mythe littéraire ?, er gelaouenn Littérature, niv. 55, Here 1984 Persee
  • (en) Maddox, Donald & Sturm Maddox, Sara : Melusine of Lusignan – Founding Fiction in Late Medieval France, The University of Georgia Press, 1996 (ISBN 978-0-8203-1823-3)
  • (fr) Bouloumié, Arlette & Béhar, Henri : Melusine : moderne et contemporaine, L'Âge d'Homme, 2001 (ISBN 978-2-8251-1535-0)
  • (en) Alban, Gillian M. E. : Melusine the Serpent Goddess in A. S. Byatt's Possesion and in Mythology, Lexington Books, 2003 (ISBN 978-0-7391-0471-3)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Jean d'Arras (1392), Mélusine ou la Noble Histoire de Lusignan, Le Livre de Poche, 2003 (ISBN 978-2-2530-6679-0)
  2. (fr) Jean d'Arras, Mélusine – Roman du XIVe siècle publié pour la première fois d'après le manuscrit de la Bibliothèque de l'Arsenal avec les variantes des manuscrits de la Bibliothèque Nationale par Louis Stouff, Slatkine Reprints, 2013 (ISBN 978-2-0510-2612-3)
  3. (fr) Couldrette, Le Roman de Mélusine ou Histoire de Lusignan par Coudrette, Méridiens-Klincksiek, 1982 (ISBN 978-2-86563-019-6)
  4. (fr) Martin-Civat, Pierre : Le très simple secret de Mélusine, mythique aïeule des Lusignan, Imprimerie Houdin, 1970 – ASIN : B004JOFAKS.
  5. Jean d'Arras, op. cit.
  6. Coudrette, op. cit.
  7. Hamon Dentatus de Crèvecœur († c. 1047), aotrou Torigni-sur-Vire eo Henno cum dentibus hep mar.
  8. (la) Gualterus Map, De Nugis Curialum, IV:IX Item de apparicionibus.
  9. "Lennegezh velezour" a reer eus un doare lennegezh a reas berzh en Europa adalek an XIIvet kantved betek ar XVIvet kantved, ar pal dezhi dastum holl ouiziegezh ar mare en ul levr hepken, evel ur melezour o tisvannañ skeudennoù a zo pell ha strewet war un dachenn ledan, a-benn deskrivañ ha displegañ ar bed.
  10. (fr) Cinzia Pignatelli & Dominique Gerner, Les traductions françaises des Otia imperialia de Gervais de Tilbury par Jean d'Antioche et Jean de Vignay, Librairie Droz, 2006 (ISBN 978-2-600-00916-4)
  11. (en) Gervase of Tilbury, Otia Imperialia, Clarendon Press, 2002 (ISBN 978-0-1982-0288-2)
  12. (fr) Geoffroy d'Auxerre, Sur les trois premiers chapitres de l'Apocalypse. Vingt sermons, Abbaye Notre-Dame-du-Lac, 2010 (ISBN 978è2-921592-42-0)
  13. Da lavaret eo Alba, Bro-Skos.
  14. (fr) Le Goff, Jacques : La civilisation de l'Occident médiéval, pp. 106 sqq., Champs, 2008 (ISBN 978-2-0812-1294-7)
  15. (fr) Claude Louis-Combet, Claude : Le Roman de Mélusine, Albin Michel, 1986 (ISBN 978-2-2260-2656-9)
  16. (fr) Maison L'Rchevêque de Parthenay
  17. Habitants.fr
  18. (fr) Rabelais, François : Œuvres complètes, Arvensa Éditions, 2015 (ISBN 979-10-273-0084-6)
  19. (de) Johann Wolfgang von Goethe, Das Märchen, Urachhaus/Geistesleben, 1995 (ISBN 978-3-87838-412-0)(fr) Le serpent vert, Maison de Vie, 2010 (ISBN 978-2-35599-053-3)
  20. (de) E. T. A. Hoffmann, Der goldne Topf, Insel (ISBN 978-3-458-32270-2)(fr) Le Vase d'or, Gallimard, 2003, (ISBN 978-2-07-042675-1)
  21. (de)(fr) De la Motte Fouqué, Friedrich (1811) : Undine, Hofenberg, 2015 {{ISBN|978-3-8430-7563-3]] – (fr) Ondine, Rivages, 2011 (ISBN 978-2-7436-2207-7)
  22. (fr) Gérard de Nerval, El Desdichado, en dastumad Les Chimères, Bibebook, 2013 (ISBN 978-2-8247-0401-2)
  23. (fr) Péladan, Joséphin : Mélusine..., Nabu Press, 2012 (ISBN 978-1-279-75231-9)
  24. (fr) Audiberti, Jacques : Carnage, Gallimard, 1942 (ISBN 978-2-07-020328-4)
  25. (fr) Aymé, Marcel : La Vouivre, Gallimard, 1972 (ISBN 978-2-07-036167-0)
  26. (fr) Hellens, Franz : Mélusine, ou la robe de saphir, Éditions Labor, 2005 (ISBN 978-2-8040-1827-6)
  27. (fr) Wikisource
  28. (fr) Wikisource
  29. (fr) Giraudoux, Jean : Ondine, Le Livre de Poche, 1997 (ISBN 978-2-253-00977-6)
  30. (en) Scott, Walter : The Minstrelsy of the Scottish Border, volume II, Project Gutenberg
  31. Philarmonie de Paris
  32. (fr) Nabu Press, 2010 (ISBN 978-1-173-16340-2)
  33. Leroy, Nolwenn : Histoire naturelle (CD, 3 c'hanaouenn), Mercury Records, 2006 – Adembannet er CD Histoires naturelles, Mercury Records, 2009.