Meistersinger
Neuz
Ur Meistersinger , pe mestr-kaner, zo ur barzh alaman eus ar Grennamzer, etre ar XIVvet hag ar XVIvet kantved, a rae ouzh an arz anvet Minnesang.
Tud eus kêr e oant, artizaned pe marc'hadourien, ha 12 mestr a lavarent kaout, e-touez ar varzhed kent, en o zouez Wolfram von Eschenbach, Konrad von Würzburg, Reinmar von Zweter, ha Heinrich Frauenlob. Frauenlob, alavared, en devoa digoret ar skol gentaén da zeskiñ micher ar Meistersinger e Mainz, e deroù ar XIVvet kantved. Goude e voe re all e Strasbourg, Frankfurt, Würzburg, Zurich, ha Praha; er XVvet en Augsburg ha Nuremberg. E Nuremberg, e oa Hans Sachs e penn ur skol vrudetañ ar XVIvet kantved. Re all a voe goude en hanternoz, e e Magdeburg, Breslau Görlitz, ha Danzig.
Mistri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Muskatblüt, war-dro 1380 - 1438
- Bernkopf, pe Frauenzucht, war-dro 1431, goude marv Philipp von Ingelheim.
- Hans Rosenplüt, « der Schnepperer » : gov e Nürnberg, war-dro 1400 - 1460.
- Michael Beheim : e Vienna , 1416-1474,
- Hans Folz (Foltz) : medisin e Nürnberg,, war-dro 1438-1513. War-dro 1500, e oa tremen 250 mestr-kaner e kreisteiz Alamagn.
- Hans Sachs : 1494-1576 - kere e Nuremberg, a savas ouzhpenn 4000 kan, 1800 barzhoneg, ha 200 reuzc'hoari
- Jörg Wickram (1505-1562?) : orfebour ha levraoueger,
- Cyriacus Spangenberg : doueoniour strasbourgat (1528-1604), hag e vab Wolfhart Spangenberg (1570-1636?).