Megan Northam
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv-bihan | Megan |
| Anv-familh | Northam |
| Deiziad ganedigezh | 1995 |
| Lec'h ganedigezh | Naoned |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, saozneg |
| Micher | aktour |
| Tachenn labour | sinema |
| Bet war ar studi e | Lycée Gabriel Guist'hau |
| Deroù ar prantad labour | 2017 |
| Benveg sonerezh | violoñsell, Piano |
| Oberenn heverk | Greek Salad |
Megan Northam zo un aktourez saoz-breton ganet e 1995 ‘ba Naoned, el Liger-Atlantel.
Gwelet e voe evit ar wech kentañ e-barzh ar film Robuste, e 2020. Brudet eo bet gant he ferzh o c'hoari Alice e-barzh ar film Notre-Dame, la part du feu ha Mia e-barzh Salade Grecque skrivet gant Cédric Klapisch.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Megan Northam ganet e 1995 e Naoned, zo un aktourez a orin saoz. He zad, un dreser c’hoariva hag opera, a zo Saoz, hag he mamm, ur skeudennaouerez, zo eus Bro-C’hall. Abaoe he bugaleaj e oa dedennet gant kostezioù ar c’hoariva ha buan e oa krog da vout plijet gant ar sinema. Barry Lyndon hag ar Goantenn hag al Loen, a zo daou film he deus kavet dispar.
Da 6 vloaz e pa krog da zeskiñ ar violoñsell hag he deus kendalc’het e-pad tost 10 vloaz er skol-sonerezh e Naoned. E-pad he yaouankiz he deus klasket sportoù hag arzoù disheñvel evel bannañ ar morzhol, ar c’hoari hockey pe c’hoazh an dañs a-vremañ. E lise Gabriel-Guist'hau he doa dibabet ar sinema evit he bac hag he doa graet he c’hentañ kammedoù dirak ur c'hamera e filmoù bihan he lise ha goude-se enur filmig gant Yann Gonzalez.
E 2017 e voe gwelet er c'hlip Sur ma vie gant ar c'haner Hyacinthe, sevenet gant Anna Cazenave Cambet, a-raok en em ziskouez e Ice Teens, ur c'hlip gant Maud Geffray, er bloaz war-lerc'h.
E 2020 e reas Megan Northam he c’hentañ tro er sinema gant ar film hir Robuste gant Constance Meyer, ma c’hoari gant Gérard Depardieu.
E 2022 e weler anezhi evit ar wech kentañ er skinwel, o c'hoari perzh Alice er stirad skinwel Notre-Dame, la part du feu gant Hervé Admar, skignet war Netflix. Er memes bloaz e kemer perzh e pevar film, en o zouez Les passagers de la nuit gant Mikhaël Hers, ma c’hoari merc’h ar vaouez c'hoariet gant Charlotte Gainsbourg.
En 2023 e teu brud dezhi gant an heuliad skinwel Salade Grecque, savet gant Cédric Klapish ha kendalc’h e drilogiezh boulc’het gant L'Auberge Espagnole e 2002. C’hoari a ra perzh Mia, unan eus an daou roll pennañ, ur studierez 22 vloaz o kemer perzh er programm Erasmus e Aten, lec’h ma tibab dilezel he studioù er skol-veur evit en em reiñ d’he stourm politikel ha ekologel. Gant ar roll-se he deus gounezet priz an diskuliadur merc’hed e Festival Séries Mania.
E 2024 e c’hoari Elsa, ur plac’h yaouank dindan levezon ur vouezh estren-douarel, er film Pendant ce temps sur Terre gant Jérémy Clapin.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Megan Northam war IMDb