Medimnenn

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar vedimnenn(Daveoù a vank) ( μέδιμνος / médimnos e gregach, liester μέδιμνοι / médimnoi) a veze implijet e Henc'hres da vuzuliañ ar greun ha danvezioù sec'h dre vras.

En Attika e oa war-dro 51,84 litr, met kemm a veze hervez ar broioù : 71,16 litr e Sparta . Implijet e veze e meur a geoded all, evel Korintos ha megara

Gant ar muzul se e veze muzuliet kementadoù gwin hag eoul, pesked ha kig.

Implijet e voe gant Solon en e Vonreizh war-dro -595 en Aten. Hervez ar vonreizh-se e ranked paeañ gant kementadoù greun evit kaout kargoù zo, evel 500 medimnenn evit bezañ pennarme, ha 200 evit labourat douar. paeañ a c'halled gant boued a bep seurt, met ezhomm a oa da resisaat ar c'hementadoù hervez ar c'hargoù.

Lenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • //www.culturaclasica.com/cultura/pesos_medidas.htm