Medal of Honor
| Iskevrennad eus | awards and decorations of the United States military |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 12 Gouere 1862 |
| Anv ofisiel | The Medal of Honor |
| Anv er yezh orin | Medal of Honor |
| Anv berr | MOH |
| Diellaouet gant | National Personnel Records Center |
| Diazezer | Kendalc'h ar Stadoù-Unanet |
| Testenn ar ger-stur | Valor |
| Bro | Stadoù-Unanet |
| Deroet gant | Prezidant ar Stadoù-Unanet |
| Renk dres dindan | Distinguished Service Cross, Navy Cross, Air Force Cross |
| Labour da-heul | Medal of Honor flag |
| Danvez implijet | arem |
| Deskrivet en URL | https://valor.defense.gov/Recipients/Army-Medal-of-Honor-Recipients/ |
Ar Medal of Honor, berraet en MOH (brezhoneg: Medalenn a enor), eo enor milourel uhelañ nerzhioù armet ar Stadoù-Unanet ha roet e vez evit enoriñ soudarded, martoloded, fuzuilherien-vor, nijerien, gwarded, ha gwarded-aod stadunanat o deus sevenet obererezhioù kalonek dreist d'o c'hefridioù[1]. Ar vedalenn a vez roet gant prezidant Stadoù-Unanet Amerika (penn uhelañ an nerzhioù lu) ha roet e vez "en anv ar C'hendalc'h"[2]. Anvet e vez alies ivez ar Congressional Medal of Honor, memes ma'z eo simploc'h an anv ofisiel o vezañ "Medal of Honor" nemetken[3][4].
Tri stumm a zo d'ar vedalenn: unan evit an tirlu, evit an droadeien; unan evit skourroù ar morlu, evit ar vartoloded, fuzuilherien-vor, ha gwarded-aod; hag unan evit skourroù milourel an nijlu, evit enoriñ an nijerien hag ar warded[5]. Ar vedalenn a enor a oa bet krouet evit ar morlu e 1861,[6] ha buan e voe krouet unan evit an tirlu ivez e 1862[7]. Implijet e oa hini an droadeien betek ma vije krouet unan evit an aerlu e 1965[8]. Ar Vedadelenn a Enor eo ar vedalenn goshañ a vez roet d'ar vilourien en arme ar Stadoù Unanet[9]. Peurliesañ ez eo ar prezidant stadunanat a ro ar vedalenn a enor e-kerzh ul lid hag a ziskouez anaoudegezh-vat ar bobl stadunanat ; pa vez roet ar vedalenn dre zalif e vez roet d'an den kar nesañ d'an den medalennet[10][11][12].
Un hollad 3547 medalenn a enor zo bet roet, gant ouzhpenn 40 dre gant evit obererezhioù e-kerzh brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Un hollad 911 medalenn tirlu a oa bet tennet gant aotre Kendalc'h ar Stadoù-Unanet ur wech adwelet spis ar roll anezho e 1917. Bez e oa bet ivez medalennoù eus ar morlu hag a oa bet tennet e-kerzh an XXvet kantved — n'eo kemeret er gont hollek nemet ar re hag a zo bet roet en-dro[13]. E 1990, ar C'hendalc'h en doa choazet ar 25 a viz Meurzh evel ar Medal of Honor Day (Deiz ar Vedalenn a Enor)[14].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Department of Defense Manual 1348.33, Volume 1. Defense Technical Information Center.
- ↑ 10 U.S.C. § 7271
- ↑ The Medal of Honor. Library of Congress (December 14, 2020).
- ↑ DoD Award Manual, November 23, 2010, 1348. 33, P. 31, 8. c. (1) (a)
(2011) The Encyclopedia of North American Indian Wars, 1607–1890: A Political, Social, and Military History. ABC-CLIO. 879 p. ISBN 978-1-85109-697-8. - ↑ Congressional Medal of Honor Society.
- ↑ Act of December 21, 1861, 12 Stat. 330.
- ↑ Act of July 12, 1862, 12 Stat. 623–624.
- ↑ The Medal of Honor.
- ↑ Medal of Honor (en)(March 23, 2018).
- ↑ Department of Defense Manual 1348.33, Volume 1. Defense Technical Information Center.
- ↑ Pullen, John J. (1997). A Shower of Stars: The Medal of Honor and the 27th Maine. Mechanicsburg, PA : Stackpole Books. preface p2 p. ISBN 978-0811700757.
- ↑ SECNAVINST 1650.1H, P. 2–20, 224.2. August 22, 2006
- ↑ Dwight Mears, “Medals ‘Ridiculously Given’?: The Authority to Award, Revoke, and Reinstate Military Decorations in Three Case Studies Involving Executive Clemency,” Military Law Review 229 (2021): 398, 419.
- ↑ Lezenn Foran 101-564,15 a viz Du 1990