Mayodan (North Carolina)
Neuz

Mayodan zo ur gêr e kontelezh Rockingham, e norzh North Carolina (Stadoù-Unanet Amerika). 2.418 annezad a oa e 2020.
Savet e voe ar gêr tro-dro d'ur vilin adalek 1887, hag anvet e voe e 1899 hepken, diwar anvioù ar stêrioù Mayo ha Dan a red eno[1].
Ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An embregerezhioù Sturm, Ruger & Co. (armoù-tan) ha Bridgestone Aircraft Tire (pneuioù evit an nijerezed) o deus lec'hioù-produiñ e Mayodan.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) THE TOWN OF MAYODAN, NC, Western Rockingham Chamber of Commerce (lennet d'ar 06/02/2026)