Mont d’an endalc’had

May Ziyada

Eus Wikipedia
May Ziyada

Anv Mary "May" Ilyas Ziyada
مي إلياس زيادة

Ganedigezh 12 C'hwevrer 1886
an-Nāṣira
Impalaeriezh otoman
Marv 17 Here 1941
Kaero
Rouantelezh Egipt

Micher Skrivagnerez, barzhez, troerez, skridvarnourez
Anvioù-pluenn Isis Copia, Aida
Yezhoù Alamaneg, arabeg, galleg, gresianeg, italianeg, latin, saozneg, sirieg, spagnoleg

Mary "May" Ilyas Ziyada (arabeg : مي إلياس زيادة)[1], bet ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1886 en an-Nāṣira (Impalaeriezh otoman) ha marvet d'ar 17 a viz Here 1941 e Kaero (Rouantelezh Egipt), a oa ur skrivagnerez, ur varzhez, un droerez hag ur skridvarnourez palestinat-ha-libanat. Niverus eo he oberennoù en arabeg hag e galleg.

Adalek 1912 e kenskrivas gant Khalil Gibran betek tremenvan ar skrivagner e 1931. E 1912 ivez e stalias e Kaero ur saloñs lennegel a oa brudet-bras er bed arabek.

Pouezus el luskad al-Nahda (النّهضة, "Azginivelezh") e deroù an XXvet kantved e voe May Ziyada, hag unan eus diorrerezed ar venelouriezh en Impalaeriezh otoman ha pelloc'h er bed arabek.

En an-Nāṣira d'an 11 a viz C'hwevrer 1886 e voe ganet May Ziyada, merc'h da Nouzha Khalil Mouamar, ur gristenez palestinat a orin sirian, ha da Elias Zakhour Ziyada, ur mestr-skol libanat kristian maronit[2].

En an-Nāṣira e voe skoliataet May Ziyada betek he 14 vloaz, e 1900, pa voe kaset da skol an eil derez en Aintoura e Liban, ur skol c'hall evit ar merc'hed[3]. Eno e reas anaoudegezh gant al lennegezh c'hallek ha gant luskad ar Romantelezh, a blijas kalz dezhi[4]. E meur a skol gatolik e Liban e studias a-raok distreiñ da gavout e dud e Palestina e 1904[3].

Pa voe May 22 vloaz, e 1908, edo an Impaleriezh otoman o startaat ar c'hontrollerezh ken e tivroas ar familh da Egipt, d'en em staliañ e Kaero[5].

Dizimez e chomas May Ziyada[6] met adalek 1912 e kenskrivas kalz gant ar skrivagner hollvrudet Khalil Gibran, a oa o chom e New York. Stank e voe an eskemm lizhiri etrezo betek 1931, ar bloaz man eas Kh. Gibran d'an Anaon, met nepred n'o deus kejet an eil ouzh egile[7].

Etre 1928 ha 1932, May Ziyada a c'houzañvas diwar marv meur a zen a oa tost d'he c'halon : he zud da gentañ, meur a vignon ha mignonez dezhi, ha hini Khalil Gibran. Un diwaskadenn don a grogas enni, neuze e kuitaas Egipt da zistreiñ da Liban, ma voe lakaet gant he c'herent en ur bredospital evit klask pareañ[3] — marteze e oa bet bac'het en abeg d'e skridoù benelour[8]. Gwall vezhekaet e voe ar skrivagnerez gant ar blegenn-se, hogen divac'het e voe goude bout bet kavet yac'h a spered en-dro. Distreiñ da Gaero a eure neuze, ma varvas d'ar 17 a viz Here 1941, oadet a 55 bloaz.

Pouez el lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tad May Ziyada

Tad May Ziyada a grouas e Kaero ar gazetenn al-Maḥrūsah (المحروسة, "Ar gwarezed")[5]ma skrivas e verc'h meur a bennad. Pennadoù all ganti a voe embannet er c'helaouennoù Al-Hilal (الهلال "Ar greskantenn"), Al-Ahram (الأهرام "Ar Piramidennoù") hag Al-Muqtataf (المقتطف "An Dibab")[9].

Dedennet-bras gant ar yezhoù e oa May Ziyada. Studiañ he-unan a eure endra edo er skol gatolik ha diwezhatoc'h e Skol-veur Egipt, ma voe diplomet e 1917 war an Istor, ar brederouriezh hag ar skiantoù nevesañ[6]. Divyezhek a-grenn e oa en arabeg hag e galleg, ha gouest e oa da labourat en alamaneg, e gresianeg, en italianeg, e latin, e saozneg, e sirieg hag e spagnoleg[4].

Dre-se e oa brudet ar skrivagnerez e metoù al lennegezh er Reter-Kreiz. Kalz skrivagnerien ha skrivagnerezed koulz ha gouezieien ha gouizegezed a zegemere er saloñs he devoa digoret e 1912 e Kaero.

Saloñsoù lennegel all a veze dalc'het gant maouezed e Kaero, evel hini ar skrivagnerez egiptat venelour Houda Chaerawi (1879-1957), a ziazezas Unvaniezh Egiptat ar Maouezed (الاتحاد النسائي المصري al-Laitihad al-Nisayiyou al-Misriou) e 1923, ha hini ar briñsez Nazli Fadel (1853-1913), adreizhourezed sokial an div anezho pa oa May Ziyada ul lennegourez dreist pep preder all[10]. Hogen sorbet e oa ar Balestinadez gant dishualerezh ar maouezed er Reter-Kreiz : evit dont a-benn, hervezi, e oa ret o c'helenn da gentañ ha kaout an dizober eus an hengoun diamzeriet da c'houde ; d'he soñj e oa ar maouezed elfenn diazez pep kevredigezh denel — « ne c'hall ket ur vamm sklaverez bronnañ he bugale gant he laezh hepken, rak c'hwezh ar bazhyeverezh a vez gant al laezh-se », a skrivas — hogen arabat e oa da emdroadur ar maouezed c'hoarvezout diwar-goust o benelezh, a-stur gant hini ar wazed ne lavare ket[3]. E 1921 ec'h aozas ur vodadeg e galleg anvet Le but de la vie, ma vroudas maouezed ar Reter-Kreiz da stourm evit o frankiz ha da vout digor d'ar C'hornôg hep dilezel o fivelezh reterel[11]. Ar mennozhioù-se o devoe ul levezon vras war luskadoù maouezed Liban evit kaout ar gwir da vout kelennet, da vouezhiañ ha da vout dilennet[12].

Ul lizher gant May Ziyada

E 1911, pa oa oadet a 25 bloaz, ec'h embannas May Ziyada he levr kentañ, un dastumad barzhonegoù gallek anvet Fleurs de rêve, dindan an anv-pluenn Isis Copia. Kalz skridoù a savas e galleg, un nebeud en italianeg hag e saozneg, hogen a-feur ma koshae e skrivas mui-ouzh-mui en arabeg evit ma vefe klevet he mouezh e lennegezh ar Reter-Kreiz.

Arnodskridoù, barzhonegoù e komz-plaen, buheskridoù, romantoù ha skridvarnadennoù a aozas. Troidigezhioù arabek a savas diwar skridoù skrivagnerien ha skrivagnerezed eus ar C'hornôg, en o zouez Henrietta Consuelo ""Brada" Sansom (1847-1938) diwar ar galleg, Arthur Conan Doyle diwar ar saozneg ha Max Müller (1823-1900) diwar an alamaneg.

Skridoù benelour a savas ivez, dre vuhezskridoù maouezed a voe embannet etre 1919 ha 1925. Lakaet e vez d'ar vaouez kentañ o komz eus "krog ar maouezed" er Reter-Kreiz[13],[14].

Oberennoù brudetañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1911 : Fleurs de rêve, barzhonegoù.
  • 1914 : رجوع الموجة, Roujoue al-mawja ("Distro ar wagenn"), romant.
  • 1920 : باحثة البادية Bâhithat al-bâdiya ("Klaskerez en dezerzh"), anv-pluenn ar skrivagnerez venelour egiptat Malak Hifni Nasif, 1886-1918), buhezskrid.
  • 1921 : غاية الحياة Ghayat alhayaa ("Pal ar vuhez"), arnodskrid benelour.
Eine Träne und ein Lächeln, troidigezh alamanek oberenn Kh. Gibran دمعة وابتسامة "Un daerenn hag ur minc'hoarzh".
  • 1922 : سوانح فتاة Sawanih fata ("Komzoù ur plac'h"), arnodskrid benelour.
وردة اليازجي Warda Al-Yaziji, buhezkrid ar skrivagnerez libanat Warda Al-Yaziji (1838-1924).
  • 1923 : ظلمات وأشعة Zouloumat wa 'achiea ("Teñvalded ha skleurennoù"), dastumad prezegennoù ha pennadoù benelour.
1924 بين الجزر والمدEtre tre ha lanv
  • 1924 : بين الجزر والمد Bayn al-jouzour wa 'l-madd ("Etre tre ha lanv"), dastumad arnodskridoù a-zivout an arabeg.
الصحائف Al-sahayif "Ar c'hazetennoù", dastumad pennadoù kazetennerezh
  • 1926 : عائشة تيمور Aicha Taymour, buhezskrid ar skrivagnerez venelour egiptat Aicha Taymour (1840-1902).
Dalif
  • 1981 : من أدب مي زيادة Min ad-dab May Ziyada ("Eus lennegezh May Ziyada"), dastumad skridoù.
  • 1983 : كلمات وإشارات Kalimat wa icharat ("Gerioù hag arouezioù"), dastumad pennadoù (2 levrenn).
  • 1989 : الحب في العذاب، ترجمة مي زيادة Al-houbou fi al-eadhabi ("Karantez er boan"), romant.
  • 1986 : الأعمال المجهولة Al-aemal al-majhula ("Oberennoù diembann"), dastumad tremen 100 barzhoneg, pennad, prezegenn ha soñjezon.
  • 1999 : المساواة Al-mousawa ("Kevatalder"), arnodskrid diwar-benn kevredigezhioù mab-den.
  • 2009 : اكتابات منسية Kitabat mansia ("Skridoù ankouaet"), dastumad tremen 170 skrid a bep doare en arabeg, galleg, italianeg ha saozneg.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant May Ziyada
Diwar-benn May Ziyada
  • (en) Ashour, Radwa. Arab Women Writers – A Critical Reference Guide, 1873-1999. Kaero : American University of Cairo, 2009 (ISBN 978-977-416-146-9)
  • (en) Ayyildiz, Zsat. Arab Women in Ink: Exploring Gender Perspectives in Modern Arabic Literature. Lyon : Livre de Lyon, 2023 (ISBN 978-2-38236-574-8)
  • (en) Badran, Margot & Cooke, Miriam. Opening the Gates — A Century of Arab Feminist Writing. Bloomington, Indiana : Indiana University Press, 1990 (ISBN 978-0-253-31121-4) — May Ziyada pp. 239-244
  • (fr) Boustani, Hala. “Women's Writing on Women's Writing”: Mayy Ziyada's Literary Biographies as Egyptian Feminist History. In : Women's Writing, levrenn 25, niverenn 2, 2018, pp. 268-287.
  • (en) Kamal, Hala. “Women's Writing on Women's Writing”: Mayy Ziyada's Literary Biographies as Egyptian Feminist History. In : Women's Writing, levrenn 25, niverenn 2, 2018, pp. 268-287.
  • (en) Khaldi, Boutheina. Egypt Awakening in the Early Twentieth Century — Mayy Ziyādah’s Intellectual Circles. Basingstoke, Hampshire : Palgrave McMillan, 2012 (ISBN 978-0-230-34086-2)
  • (en) Zeidan, Joseph T.. Arab Women Novelists — The Formative Years and Beyond. Albany, New York : State University of New York Press, 1995 (ISBN 978-0-7914-2172-7)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Mayy, Ziyādah, Ziadé, Ziyada, Ziyadah ha Ziyadeh eo ar stummoù treuzskrivet all a gaver d'an anv.
  2. (en) May Ziada: A Profile from the Archives @ Jadaliyya, 08/06/2014. Kavet : 12 C'hwe 25.
  3. 3,0 3,1 3,2 ha3,3 La Revue du Liban, 9-16/10/1999.
  4. 4,0 ha4,1 (fr) May Ziadé @ Biblib, 1999. Kavet : 12 C'hwe 25.
  5. 5,0 ha5,1 (en) Khaldi 2012, p. 272. Kavet : 12 C'hwe 25.
  6. 6,0 ha6,1 Khader 1999.
  7. Bushrui 1983.
  8. (en) Peterson, Janice & Lewis, Margaret. The Elgar Companion to Feminist Economics. Cheltenham, Gloucestershire : Edwar elgar Publishing, 2001, p. 220 (ISBN 978-1-84064-783-9)
  9. Kamal 2017.
  10. Zeidan 1995, p. 75.
  11. Broustani 2003.
  12. Stephan 2014.
  13. Al-Jazeera 2018
  14. Inside Arabia 2020.
  15. An oberenn nemeti a zo bet troet e galleg betek-henn.