Maximilian von Spee
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh alaman |
| Lealded | Impalaeriezh alaman |
| Anv e yezh-vamm an den | Maximilian Graf von Spee |
| Anv-bihan | Maximilian, Johannes, Maria, Hubert |
| Anv-familh | von Spee |
| Titl noblañs | Kont |
| Deiziad ganedigezh | 22 Mezheven 1861 |
| Lec'h ganedigezh | Kopenhagen |
| Deiziad ar marv | 8 Kerzu 1914 |
| Lec'h ar marv | Meurvor Atlantel ar Su |
| Doare mervel | marvet en emgann |
| Tad | Rudolf Reichsgraf von Spee |
| Breur pe c'hoar | Ferdinand von Spee, Ludwig von Spee |
| Bugel | Otto von Spee, Heinrich von Spee, Huberta von Spee |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Micher | ofiser vor, Kont |
| Lec'h labour | Kameroun alaman, Jiaozhou Bay Leased Territory |
| Deroù ar prantad labour | 1878 |
| Grad milourel | admiral |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
| Skour lu | Morlu Impalaeriezh Alamagn |
| Military casualty classification | marv war an dachenn |
| Diellaouet gant | Q64392026 |
Maximilian Johannes Maria Hubert Reichsgraf[1] von Spee (22 a viz Even 1861 – 8 a viz Kerzu 1914) a oa un ofiser eus ar Kaiserliche Marine (morlu an Impalaeriezh alaman), hag a oa bet penn Skouadrenn Azia ar Reter e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed. Spee a oa rollet er morlu e 1878, ha bet en devoe postoù lies hag e lec'hioù disheñvel. Bet e oa bet war ul lestr-kanoliañ trevadennel e Afrika ar C'hornaoueg Alaman er bloavezhioù 1880, e skouadrenn Reter Afrika e fin ar bloavezhioù 1890, ha penn meur a lestr-brezel er flodad alaman e penn-kentañ ar bloavezhioù 1900. E-kerzh e amzer en Alamagn e fin ar bloavezhioù 1880 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1900 e oa dimezet gant Margareta, ha tri bugel o devoa bet : daou vab, Heinrich hag Otto, hag ur verc'h, Huberta. E 1912 e oa distroet da skouadrenn Reter Azia evel penn skouadrenn, hag enoret e oa bet gant ar renk a Vizeadmiral (besamiral) bloaz war-lerc'h.
Goude ma vije tarzhet ar C'hentañ Brezel-bed e miz Gouhere 1914, Spee a renas e skouadrenn dre ar Meurvor Habask betek arvor Suamerika. Eno, d'ar 1añ a viz Du, en devoa trec'het garv ar 4e skouadrenn merdeer saoz renet gant ar Rear Admiral Christopher Cradock e-kerzh emgann Coronel. Kaset e oa bet daou eus listri-hobregonet Cradock d'ar strad, ha rediet an daou all da gilañ prim.
Miz war-lerc'h, Spee en doa taget bazenn morlu Bro-Saoz en Inizi Maloù, met un nerzh galloudusoc'h en doa souezhet anezhañ. E-kerzh emgann an Inizi Maloù hag a oa bet neuze, skouadrenn ar besamiral Doveton Sturdee, savet gant daou vorreder emgann galloudus, o devoa distrujet skouadrenn Reter Azia. Spee, hag e zaou vab a oa o servij war daou lestr-brezel all, a voe lazhet holl, asambles gant un 2 200 bennak a vartoloded.
Spee a oa bet lakaet da haroz gant Impalaeriezh Alamagn, ha meur a lestr a oa bet anvet en e enor, evel ar morreder ponner Admiral Graf Spee, a oa bet savet er bloavezhioù 1930 hag a voe kaset d'ar strad goude emgann ar Río de la Plata e-kerzh an Eil Brezel-bed.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Evit an anvioù personel: Reichsgraf a zo un titl, implijet alies evit ober eus 'kont impalaerel'. Ar stumm gwregel eo Reichsgräfin. An titloù gant Reichs- na oant ket mui roet goude diskar an Impalaeriezh santel roman german.