Maxime Vachier-Lagrave
Neuz

Maxime Vachier-Lagrave, lesanvet alies MVL, bet ganet d'ar 21 a viz Here 1990 e Nogent-sur-Marne (Val-de-Marne, Bro-C'hall), zo ur c'hoarier echedoù gall. Mestr-meur etrebroadel eo abaoe 2005. Bet eo kampion ar bed junior e 2009, hag aet eo ar maout gantañ teir gwech e kampionad Bro-C'hall e 2007, 2011 ha 2012.
Tizhet en doa 2819 foent Elo hag eil plas er bed e miz Eost 2016, ha 2948 poent Elo ha kentañ plas er bed e Blitz e miz Gouere 2019. E miz Eost 2025 e oa 18vet c'hoarier ar bed gant 2736 poent Elo[1].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Pajenn ar c'hoarier war lec'hienn ar FIDE
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) World Top Players, FIDE (lennet d'ar 07/08/2025)