Mont d’an endalc’had

Mauser Standard-Modell

Eus Wikipedia
Mauser Standard-Modell


Ur fuzuilh Tchang Kai-chek, kopienn sinaat ar Mauser Standard-Modell
Kinnig
Bro Alamagn Alamagn
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,92 × 57 mm Mauser
7 × 57 mm Mauser
7,65 × 53 mm Mauser
Mare krouidigezh 1924
Produerien Mauser
Niver produet War-dro 250 000
Mare produiñ Betek 1945
Perzhioù teknikel
Mas 3,99 kg
Hirder 1 100 mm
Hirder ar c'hanol 600 mm

Endalc'h Karger diabarzh 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Mauser Standard-Modell[1] (pe Standardmodell) zo ur fuzuilh-vorailh ijinet e 1924 gant an embregerezh alaman Mauser. Deveret eo eus ar Gewehr 98, fuzuilh standart troadegiezh ar vro e-pad ar Brezel-bed Kentañ.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù ar bloavezhioù 1920 n'halle ket an embregerezhioù alaman produiñ an holl armoù-tan a felle dezhe abalamour da feur-emglev Versailhez. Ar Fabrique Nationale e Belgia ha Československá Zbrojovka e Tchekoslovakia a brodue neuze kalz fuzuilhoù diazezet o gwikefre dre vorailh war an hini ijinet gant Paul Mauser. E 1924 e kinnigjont stummoù berroc'h o c'hanol ivez[2].

An embregerezh Mauser a ijinas er memes bloaz ur fuzuilh heñvel he doare, diazezet war ar Gewehr 98, met berroc'h he c'hanol (600 mm e-lec'h 740 mm)[3]. Embann a reas e oa evit ezporzhiañ anezhi pe pourveziañ ar servijoù publik alaman evel ar post. Kinniget e oa an arm e tri c'halibr : 7,92 × 57 mm Mauser, 7 × 57 mm Mauser ha 7,65 × 53 mm Mauser[2]. Logo Mauser a weler e nec'h boest ar gulasenn[4]. Ur c'harger diabarzh 5 tenn he deus.

Gwerzhet e voe an arm da armeoù Etiopia, Bolivia ha Paraguay peurgetket. Sina eo a reas an implij brasañ eus ar Standard-Modell : war-dro 600 000 a voe produet dindan an anv fuzuilh Tchang Kai-chek evit arme ar vro. Adalek ar bloavezhioù 1930 e servijas ivez da armiñ strolladoù eus an tu dehoù pellañ en Alamagn. Pourveziet e voe arme Franco gante da geñver brezel diabarzh Spagn, ha servijout a reas ar Standard-modell d'ar Wehrmacht e-pad an Eil Brezel-bed ivez. Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e voe gwerzhet stokoù dreist war ar marc'had sivil er Stadoù-Unanet[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) GUILLOU Luc, Mauser Rifles Vol. 2: 1918-1945, Schiffer Publishing, 2021, 80 p., ISBN 978-0764362590
  1. ↑ Evel skrivet war voest ar gulasenn.
  2. 1 2 3 (en) Jeremiah KNUPP, The 'Banner' Mauser: Model 98 Standard Modell, American Rifleman, 17/12/2020 (lennet d'ar 14/04/2026)
  3. ↑ (fr) Standard Modell, Arme et Passion (lennet d'ar 16/04/2026)
  4. ↑ (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, p. 224
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan