Mont d’an endalc’had

Mauser M1871

Eus Wikipedia
Mauser Modell 1871


Ur fuzuilh Mauser Modell 1871 kinniget e mirdi an arme e Stockholm (Sveden)
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Doare Fuzuilh un-tenn (stumm 1871)
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh (adalek ar stumm 1871/84)
Munision 11 × 60 mm Mauser
11 × 37 mm R
10,15 × 63 mm R (Serbia)
7 × 57 mm Mauser (Serbia)
6,5 × 53 mm SR (Uruguay)
Produerien Mauser
Steyr
Mare produiñ 1871-1890
Perzhioù teknikel
Mas 4,5 kg
Hirder 1.350 mm
Hirder ar c'hanol 855 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 440 m/s (11 mm Mauser)
Endalc'h Un-tenn
M1871/84 : karger korzennek 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Mauser Modell 1871 eo ar fuzuilh-vorailh gentañ produet gant an embregerezh alaman Mauser. Implijet e voe gant an Deutsches Heer, arme-zouar an Impalaeriezh alaman, adalek 1871, e plas ar fuzuilh Dreyse[1], dindan an anv Gewehr 71 pe Infanterie-Gewehr 71. Kambret e oa evit kartouchennoù metalek 11 × 60 mm R[2]. Karget e veze dre he c'hulasenn. Un-tenn e oa da gentañ[3], met e 1884 e voe ouzhpennet ur sistem pourveziañ dre ur c'harger korzennek 8 tenn dezhi (stumm 1871/84)[4]. Adstummoù berroc'h evit ar marc'hegerezh hag ar Jäger a voe anezhe ivez ; en holl e voe produet war-dro 1,9 milion a skouerennoù eus an M1871 hag eus he adstummoù. Implijet e voe an arm en un nebeud broioù all, Serbia hag Uruguay en o zouez, gant kalibroù disheñvel.

Diamzeriet e teuas ar Modell 1871 da vezañ e-kreiz ar bloavezhioù 1880 gant donedigezh ar poultr divoged hag armoù evel al Lebel gall. Ar Gewehr 88 a gemeras he flas en arme impalaerel alaman adalek 1888, met implijet e voe gant unvezioù alaman zo betek ar Brezel-bed Kentañ.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) WEBSTER COLIN, Argentine Mauser Rifles: 1871-1959, Schiffer Publishing, 2003, 215 p., ISBN 978-0764318689
  • (en) GUILLOU Luc, Mauser Rifles Vol. 1: 1870-1918, Schiffer Publishing, 2020, 80 p., ISBN 978-0764360626
  1. Soudarded Bavaria a rae gant ur fuzuilh all, ar Werder M1869.
  2. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 114-115
  3. (fr) Mauser Mle 1871, Arme et Passion (lennet d'an 01/11/2025)
  4. (fr) Mauser Mle 1871/84, Arme et Passion (lennet d'an 01/11/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan