Mont d’an endalc’had

Mauser C78

Eus Wikipedia
Mauser C78


Ur revolver Mauser C78, stumm kentañ da wintañ dre an traoñ
Kinnig
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Doare Revolver un-ober
Munisionoù 7,6 × 20 mm R
9,3 × 25 mm R
10,6 × 25 mm R
Produer Mauser
Mare produiñ 1878-1896
Niver produet War-dro 3000
Perzhioù teknikel
Mas 0,930 kg
Hirder 270 mm
Hirder ar c'hanol 135 mm

Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Mauser C78 (evit Construktion 1878) zo ur revolver un-ober alaman ijinet gant Paul Mauser e 1877-1878. Lesanvet eo bet Zick-Zack ("kammigell") er broioù alamanek, ha Zig-zag e kalz broioù all, abalamour d'ar rizennoù diavaez war e daboulin[1]. Produet e oa gant an embregerezh Mauser.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Treut e oa an niver a armoù-dorn a galite etre daouarn ar soudarded eus an daou du da vare ar brezel etre Frañs ha Prusia e 1870-1871. E 1873 e tibabas an arme c'hall ar Chamelot-Delvigne, ur revolver modern, fiziapl ha savet mat. Ar marc'hegerezh alaman a c'houlennas kaout armoù-dorn a seurt-se ivez, hag ur bodad amprouiñ a voe savet adalek 1877 e arsanailh Spandau.

Paul Mauser a ginnigas neuze ar C78, ur revolver disheñvel diouzh ar re anavezet betek-neuze pa veze digoret dre an traoñ evit e adkargañ. Ur c'halibr 10,6 mm hag un daboulin c'hwec'h tenn a oa dezhañ. Rizennoù diavaez an daboulin a servije da lakaat anezhi da dreiñ pa veze stegnet ar c'hi, a-drugarez d'un ibil hag a dape krog er rizenn[2].

An eil doare Zick-Zack kinniget gant Paul Mauser d'an arme, ennañ ur framm difiñv

Solut e voe kavet an arm gant ar bodad-amprouiñ, met sioù en doa : kizidik e oa rizennoù diavaez e daboulin d'al loustoni, ha luziet e oa e vekanikerezh da sevel ha implijout. Digeriñ ar revolver dre an traoñ evit adkargañ anezhañ ne oa ket akomod-tre ivez. Nac'het e voe neuze an arm e 1879 gant ar bodad-amprouiñ, a gavas gwelloc'h ar Reichsrevolver savet e arsanailh Spandau. Un eil stumm, dezhañ ur framm difiñv, a voe kinniget gant Paul Mauser d'an arme c'hoazh, met nac'het e voe ivez[3].

Mauser a werzhas neuze ar C78 d'ar siviled e tri c'halibr : 7,6 × 20 mm R, 9,3 × 25 mm R ha 10,6 × 25 mm R. Produet e voe betek 1884[2], ha paouezet e voe da vezañ gwerzhet e 1896 pa zeuas ar C96, unan eus ar pistolennoù damaotomatek kentañ, en e blas. Un 3.000 skouerenn bennak eus ar Mauser C78 a vije bet produet hepken, ur pezh ral eo neuze hiziv.

  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 127
  2. 1 2 (en) SCHREIER Philip, The Classics: Mauser C78 Revolver, Shooting Illustrated, 13/05/2024 (lennet d'an 18/06/2025)
  3. (fr) Mauser Zig-Zag, Arme et Passion (lennet d'an 18/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan