Maurice Yaméogo
Maurice Yaméogo (31 a viz Kerzu 1921 - 9 a viz Gwengolo 1993) a voe prezidant kentañ Volta-Uhel (Burkina Faso hiziv).
Studiañ a reas e kloerdi bihan Pabré etre 1934 ha 1939 a-raok dilezel ar soñj mont da veleg. E 1948 e voe dilennet da guzulier meur Volta-Uhel en AOF.
Goude meur a c'hwitadenn en dilennadegoù da heul e teuas a-benn da vezañ kannad tiriadel e 1957 ha ministr al labour-douar e-pad un nebeud mizioù. D'ar 6 a viz C'hwevrer 1958 e voe anvet ministr an Diabarzh ha, goude marv Ouezzin Coulibaly e miz Gwengolo, en em gavas e penn ar gouarnamant en etrekarg.
Dizalc'hiezh Volta-Uhel a voe embannet d'ar 5 a viz Eost 1960, gant Maurice Yaméogo prezidant. E-kerzh an daou vloavezh kent e oa deuet a-benn da ziskar kement eneberezh politikel a oa er vro ha prest e oa Volta-Uhel da vont war-zu an diktatouriezh.
Goude an taol-Stad ma varvas Sylvanus Olympio, prezidant Togo, e 1963, e troas Yaméogo da baranoiak. Diwar neuze e cheñchas ingal izili e c'houarnamant ha harzet e voe meur a vinistr. Aozet e voe un dilennadeg prezidantel e 1965 ma oa Yaméogo an hini nemetañ a c'hellas lakaat e anv. Addilennet e voe evel-se gant ouzhpenn 99,9% eus ar mouezhioù.
E penn kentañ 1966 e savas ar bobl a-enep an diktatour ha d'an 3 a viz Genver ec'h embannas Yaméogo e roe e zilez. Harzet e voe, barnet hag adlakaet en e frankiz e 1970.
Prezidanted Burkina Faso |
|||||
---|---|---|---|---|---|
|