Matinezoù Brugge
Neuz
Matinezoù Brugge
Rann eus | brezel etre Bro-C'hall ha Flandrez ![]() |
---|---|
Stad | Rouantelezh Bro-C'hall ![]() |
E tiriad | Kontelezh Flandrez ![]() |
Lec'h | Brugge ![]() |
Deiziad | 18 Mae 1302 ![]() |
Deiziad kregiñ | 18 Mae 1302 ![]() |
Deiziad echuiñ | 18 Mae 1302 ![]() |
Perzhiad | Jacques de Châtillon, Pieter de Coninck, William of Jülich ![]() |
Matinezoù Brugge (izelvroeg : Brugse Metten) eo anv lazhadeg noz ur gwarnizon Gallaoued e Brugge gant o harperien Leliaards, ul luskad a-du gant sujidigezh Flandrez da rouantelezh Bro-C'hall. C'hoarvezet e oa d'an 18 a viz Mae 1302 ha sevenet e oa bet gant izili lec'hel ur bezen flamank. Anvet eo bet "Matinezoù" (diwar anv ar bedenn) evel ma voe graet evit ar Gousperoù Sikilian eus 1282. An emsavadeg a voe abeg da emgann ar C'hentroù Aour, e-lec'h ma voe trec'het garv ar C'hallaoued gant bezenoù Flandrez d'an 11 a viz Gouhere 1302.