Mont d’an endalc’had

Mathieu Guibert

Eus Wikipedia

Mathieu Guibert a zo ur mestr-keginer eus Bro-Raez. Penngeginer ha perc'henn ar preti "Anne de Bretagne" eo e Plaen-Raez, div steredenn gantañ gant ar sturlevr Michelin.

Ganet e voe d'ar 26 a viz Kerzu 1980 e Sant-Mikael-Keveger, lec'h ma tremenas e yaouankiz e menaj e dud[1]. Goude bezañ studiet e lise letierezh Sant-Nazer ez eas da labourat gant Yannick Alléno en e breti ar Meurice ha gant Christian Le Squer e ti Ledoyen, e Pariz. Ne blije ket ar vuhez e Pariz dezhañ ha mont a reas da labourat gant Franck Putelat e Carcassona, ha goude e Les Crayères e Reims e ti Philippe Mille e-pad pemp bloaz. Eno e klevas e oa Philippe ha Michèle Vételé o klask gwerzhañ o freti Anne de Bretagne, ar pezh a roas tro dezhañ da zistreiñ ha d'en em staliañ en e vroig c'henidik. Prenañ a reas ar preti Anne de Bretagne e 2016 eta[2].

E Plaen-Raez emañ ar preti steredennet hag ul leti peder steredenn, hag e Traezh Taron (ur gêr gouronkañ e Sant-Mikael-Keveger) emañ "Beau Boucot", ur preti gwin ha kregin digoret e 2024[3]. Plijout a ra da Vathieu Guibert keginañ produioù ar mor ha produioù lec'hel : pesked eus ar marc'had, meskl eus Plaen-Raez, holen eus salinoù Millac e Bae Bourc'hnevez, sivi dastumet e Pornizh, ar curé nantais ur c'heuz eus Bro-Raez[4]. 30 000 boutailhad gwin a zo en e gav, ha servijet e vez ivez ar bier Brigantine eus Pornizh.

  • div steredenn gant Michelin[5]. An eil steredenn a voe roet d'ar preti e 2010.
  • Gault&Millau d'or e 2023

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. MATHIEU GUIBERT gant Thuriès Magazine, gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2026.
  2. GUIBERT e gaultmillau.com, gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2026.
  3. Le nouveau restaurant du chef étoilé Mathieu Guibert ouvrira le 31 mai à Tharon-Plage gant Presse-Océan d'an 28 a viz Mae 2025, gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2026.
  4. Anne de Bretagne - GUIBERT - Mathieu war pornic.com, gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2026.
  5. Gastronomie : Mathieu Guibert, le chef aux deux étoiles gant Ouest-France d'an 23 a viz Meurzh 2022,; gwelet d'an 11 a viz Ebrel 2026.