Mathias Rust

Eus Wikipedia
Mathias Rust e 2012

Mathias Rust, ganet d'ar 1añ a viz Even 1968, zo un nijer alaman brudet gant e nijadenn hag a oa echuet en ur bradañ nepell diouzh ar Blasenn Ruz e Moskov d'an 28 a viz Mae 1987. Ur c'hrennard a oa anezhañ, loc'het e oa diouzh Helsinki, e Finland betek tizhout Moskov. Heuliet e oa bet gant an Nerzhioù difenn-aer soviedat ha gant kontrollerien an aerborzhioù, koulz ha gant kirri-nij brezel an Aerlu soviedat. Ar c'hirri-nij brezel n'o doa ket bet an urzh da dennañ warnañ, ha meur a wech e oa bet kredet e oa ur c'harr-nij soviedat kollet en e nijadenn. A-benn ar fin e oa pradet war ar Pont Bolshoy Moskvoretsky, nepell diouzh ar Blasenn Ruz hag ar C'hremlin, kalon an Unaniezh soviedel.