Ensavadur Teknologiezh Massachusetts
| Tachenn obererezhioù | deskadurezh uhel |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 10 Ebrel 1861 |
| Anv ofisiel | Massachusetts Institute of Technology |
| Anv er yezh orin | Massachusetts Institute of Technology |
| Anv berr | MIT |
| Emezelet ouzh | National Association of Independent Colleges and Universities |
| Oberennoù zo en dastumad | MIT Museum |
| Diazezer | William Barton Rogers |
| Prezidant | Sally Kornbluth |
| Testenn ar ger-stur | mens et manus |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| E tiriad | Cambridge, Massachusetts, Middlesex County |
| Lec'h | Cambridge |
| Daveennoù douaroniel | 42°21′35″N 71°5′31″W |
| Isaozadur | MIT School of Architecture and Planning, MIT Sloan School of Management, MIT School of Humanities, Arts, and Social Sciences, Massachusetts Institute of Technology School of Engineering |
| Perc'henn war | Stata Center, CBCL Face Database, Building 20 |
| Gant kevelerezh | Emlyon Business School |
| Sez sokial | Cambridge |
| Yezh implijet | saozneg |
| IPv4 routing prefix | 18.0.0.0/8 |
| Chomlec'h | 77 Massachusetts Avenue, Cambridge, MA, 02139-4307 |
| Kod-post | 02139-4307 |
| Niverenn bellgomz | +1-617-253-1000 |
| Lec'hienn ofisiel | https://mit.edu |
| Kont war | Authorea |
| Programm atleterezh | MIT Engineers |
| Mastodon instance URL | https://mastodon.mit.edu |
| Kod rummatadur ACM (2012) | 10011337 |

Ensavadur Teknologiezh Massachusetts (e saozneg : Massachusetts Institute of Technology pe MIT) a zo un ensavadur klaskerezh stadunanat hag ur skol-veur arbennik war ar skiantoù hag an teknologiezhioù. An ensavadur prevez-mañ a zo e Cambridge e Stad Massachusetts, tostik-tost ouzh Boston e Biz ar Stadoù-Unanet. Sellet e vez ouzh an MIT evel unan eus gwellañ skolioù-meur ar bed (rummet er c'hentañ plas gant Quacquarelli Symonds e 2025[1]).
Embann a ra an Technology Review, ur gelaouenn skiantel dediet da skiantoù an ijinour ha d'an neveziñ.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En MIT ez eus 5 skol, enno 27 departamant :
- skol ar savouriezh hag ar planification (School of Architecture and Planning, krouet d'an 9 a viz Meurzh 1932) :
- an departamant savouriezh (krouet d'an 9 a viz Meurzh 1932),
- al labourva skiantoù hag arzoù ar mediaioù,
- an departamant studioù kêrel ha steuñviñ ;
- ar skol ijinouriezh (School of Engineering, krouet d'an 9 a viz Meurzh 1932) :
- an departamant aerlestrerezh hag aeregor,
- an departamant ijinerezh biologel,
- an departamant ijinerezh kimiek,
- an departamant ijinerezh sivil hag endro,
- an departamant ijinerezh tredan hag stlennek,
- rann ar sistemoù ijinerezh,
- departamant ar skiantoù hag ijinerezh an dafar,
- departamant an ijinerezh mekanikel,
- departamant ar skiantoù hag an nukleel ;
- kevrenn skiantoù an den, an arzoù hag ar skiantoù sokial (School of Humanities, Arts, and Social Sciences, krouet e 1950) ;
- skol ar management Sloan (Sloan School of Management, krouet e 1950 hag adanvet e 1964) ;
- skol ar skiantoù (School of Science) :
- an departamant biologiezh,
- departamant an neuroskiantoù hag ar skiantoù anaoudel,
- an departamant kimiezh,
- departamant skiantoù an douar , an aergelc'h hag ar planedennoù,
- departamant ar matematikoù,
- an departamant fizik.
E-touez an departamantoù hag ar skolioù brudetañ emañ :
- an Labourva Lincoln (Lincoln Laboratory) ;
- Labourva an naouegezh artifisiel hag an urziataerezh (Computer Science and Artificial Intelligence Laboratory pe CSAIL) ;
- ar Media Lab (ML) ;
- an Nuclear Laboratory ;
- ar Center for Bits and Atoms (CBA) hag a studi al liammoù etre ar stlenn hag e zeskriv fizik.
Labourvaoù zo a dreuz meur a ziskiblezh, evel ar Center for Biomedical Engineering renet gant ar c'hlasker Alan Grodzinsky, al lodenn vrasañ eus e glaskerien a zo e-barzh ar School of Engineering pe, evit ul lodenn vihanoc'h, e-barzh ar School of Science.
Tud liammet gant an MIT
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelennerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sophie Adenot
- Buzz Aldrin
- Kofi Annan
- Dolph Lundgren
- Benyamin Netanyahou
- Ieoh Ming Pei
- Richard Stallman
- Jean Tirole
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Rummadur 2024 gwellañ skolioù-meur ar bed e topuniversities.com, 2023-06-27.