Mont d’an endalc’had

Maschinengewehr 13

Eus Wikipedia
Maschinengewehr 13


Ur vindrailherez Maschinengewehr 13
Kinnig
Bro Republik Weimar
Doare Mindrailherez yenaet dre aer
Mont en-dro Tennata dre argil
Munision 7,92 × 57 mm Mauser
Produer Rheinmetall
Mare produiñ 1930-1934
Mare implij 1930-1945
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 13,3 kg
Hirder 1.443 mm
Hirder ar c'hanol 718 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 890 m/s
Lusk-tennañ teorikel 600 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv eeun 25 kartouchenn
Karger fiñv ront 75 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Maschinengewehr 13, anvet ivez MG13, a voe mindrailherez standart er Reichswehr alaman adalek 1930. Implijet e voe betek 1945, daoust d'ar vindrailherez MG 34 bezañ kemeret he flas adalek 1934 en ur mod ofisiel en arme.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn ar bloavezhioù 1920 hag e deroù ar bloavezhioù 1930, an embregerezh alaman Rheinmetall en doa kendalc'het da labourat war gentpatromoù armoù nevez, diwar alioù ofiserien ha daoust da redioù feur-emglev Versailhez. Kemmet e oa bet gante ur fuzuilh-vindrailher Dreyse M1918 evit lakaat anezhi da vezañ yenaet dre aer. An arm nevez a voe anvet Maschinengewehr 13 (diwar 1913) evit lakaat bodadoù-kontrolliñ ar feur-emglev da grediñ e oa bet savet a-raok ar Brezel-bed Kentañ[1].

Mont a ra en-dro an MG 13 gant ur sistem tennata dre argil, ha pouveziet e oa da gentañ gant kargerioù 25 kartouchenn 7,92 × 57 mm Mauser. Kargerioù ront 75 kartouchenn a voe implijet goude ivez. Savet e oa war un daoubez a c'halled tennañ, met implijet e voe war trebezioù evit an difenn enepnijerez. Ne oa loc'henn ebet evit dibab ar mod da dennañ, aotomatek pe damaotomatek, pa veze graet a-drugarez d'ar wask war an draen nemetken[1]. An elfenn-mañ, hag he lamm deleskopek, a zo ral war vindrailherezioù[2].

Implijet e voe an arm gant unvezioù an droadegiezh alaman adalek 1930 ; produet e voe etre 1930 ha 1934 hepken, pa voe kemeret he flas gant an MG 34, skañvoc'h ha berroc'h. Broioù all evel Portugal (dindan an anv M1938) a implijas anezhi ivez[2].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An arm a c'haller implijout en un nebeud c'hoarioù video eus ar rummadoù Call of Duty hag Enlisted da skouer[3].

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha 1,1 (en) POPENKER Maxim, MG 13, Modern Firearms (lennet d'ar 16/03/2026)
  2. 2,0 ha 2,1 (en) McCOLLUM Ian, Portugal’s MG-13: the M938 Light Machine Gun, Forgotten Weapons, 02/05/2019 (lennet d'ar 16/03/2026)
  3. (en) MG 13, IMFDB (lennet d'ar 16/03/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan