María de las Mercedes Bourbon

Eus Wikipedia
Priñsez Asturiez

María de las Mercedes Bourbon (1880-1904), pe María de las Mercedes de Borbón y Habsburgo-Lorena en spagnoleg, a oa un infantez spagnol. Pa voe badezet e voe anvet María de las Mercedes Isabel Teresa Cristina Alfonsa Jacinta Ana Josefa Francisca Carolina Fernanda Filomena María de Todos los Santos. Priñsez Asturiez e voe a-hed he buhez. Mervel a reas da 24 bloaz er gwentloù.

Merc'h e oa da Alfonso XII (1857-1885) ha d'e bried María Cristina de Habsburgo-Lorena (1858-1929). Pa varvas he zad, Alfonso XII, d'ar 25 a viz Du 1885, ne voe ket anvet an infantez María de las Mercedes da Rouanez Spagn peogwir e oa brazez he mamm, ha peogwir e oa an dud en esper e c'hanfe ur mab hag a vije anvet da roue neuze.